Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
16
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Plac'h stipet, koant ha seder. Sell ur gañfantenn aze. DHS. c'hwenenn, fulenn, keurenn, koantenn, pompinenn, strakadenn, tekenn. 2. Dre ast., pemdez Plac'h a henter. Homañ eo da gañfantenn ? DHS. amourouz, dous, chevrenn, karantez, karedig, mestrez. & Plac'h friant, plac'h n'he devez ket aon da hentiñ ar baotred. Honnezh zo ur gañfantenn. HS. strakadenn, tarlaskenn. 3. Dre zismeg (ls. -où) Plac'h a zisprizer abalamour d'an darempred aes he devez gant ar baotred. Ar re-se zo kañfantennoù. & Pemdez-tre Kañfantenn ar vazh lous : liboudenn. HS. charlezenn, loudourenn, louskenn.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Mes da ober hor boa, gant holl baotred yaouank ar bourk, eus hon oad, Frañsoù Boudehent, Pier Douboulig, Batist Chauvel, hag all, a oa holl o klask bezañ servijourien d'an div gañfantenn-mañ, ne oa bet biskoazh re ken didennus ha[g] i e Karnoed.

1944
Daveenn : EURW.1 p46-47

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial