ober ar c'hañfard, ober e gañfard
kañfardezed
kañfard
kañfarded
kañfardez
Ar gurun o strakal a-us d’hor penn n’he dije ket hor skoet muioc’h. Pa welas ar c’horonal kozh en doa spontet ac’hanomp, evel ma oa o klask ober hervez e gustum, e kendalc’has : - « Ya, c’hwi ‘zo sacherien-ho-revr. C’hwi a lak’ skrivañ din-me gant kannaded, c’hwi ‘fell deoc’h mont da ober fest e-lec’h heuliañ reolenn ar soudarded vat. A, list-hoc’h [sic], m’ho tisallo, kanfarded, m’ho kavo… »
— « Ur c’heloù trist en ur mod », a lavaras Lom, « mes ur c’heloù laouen en ur mod all, rak, gouzout a rit, koulz ha ni, Herri a oa ur c’hanfard eus ar re vrasañ; ne laboure ket, mezv e veze war ar pemdez ha mezv-dall d’ar [S]ul : hor moereb ne rae namet gouelañ gantañ.
Met evit stagañ ganti e-giz-se, ret e veze da gentañ pellaat diouzh Brest, Cherbourg hag an Oriant : kenavo d’ar c’hêrioù ma veve enno meur a hini gant e diegezh, hag eno e kave ivez ar re zizemez tu da dañva an holl blijadurezioù ma vez dedennet ganto kanfarded yaouank, yac’h ha digas : plac’heta, redek ar pardonioù tro-war-dro, mont d’ar c’hoariva pe d’an dañsoù, ober buhez d’ar polis, ha gwech ha gwech all ur pifad e talvezfe ar boan derc’hel soñj dioutañ.
Met ar peurliesañ ne zeskemp ket nemeur a dra e-pad an eur-se rak plijout a rae d’ar c’hozhiad kontañ d’e ganfarded yaouank kement tra iskis pe fentus c’hoarvezet gantañ du-mañ ha du-hont e broioù tra-mor [sic, tramor], ha dreist-holl an troñsadoù fromus graet e Valparaiso, Dakar, Singapour he [sic, ha] me oar me pelec’h c’hoazh ; en gwirionez, na kent na goude, biskoazh n’eo degouezhet din gwelout ur fri ken hir, ken ruspin ha ken porbolennet hag e hini.
Rak er maread-se, e oa techet kanfarded ar gouarnamant, radikaled an darn vuiañ anezho, da brezeg an emglev hollvedel hag ar peoc’h peurbadus.
Deiz va fask kentañ, soñj am eus, kanfard ebet nemedon ne zeuas d'an iliz gant ur jiletenn wenn ha gant ur vrec'henn seiz ouzh e vrec'h dehou.
War-hed un div lev bennak, adalek an ti-hent-houarn-se bete Landreger, bez’ e oa a bep tu d’an hent bagadoù paotred ha merc’hed o c’hortoz ar c’hozh kanfard, hag i o sutal, oc’h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement daoust d’ar prefed, en desped d’an archerien o trotal e[n]-dro d’e garr brav gant daou varc’h gwenn stag outañ, rak dre amañ ne veze ket gwall stank ar c’hirri dre dan er mare-se.
1er Prix d’Histoire, … hag all, hag all, kement ha ken bihan ma rankis gortoz ken na vije bet peurlennet roll kanfarded ar rhétorique.
E-pad ar bloavezh 1905 e teuis a-benn da sevel e Landreger ur strollad c’hoarierien niverus a-walc’h, bourc’hizien ha micherourien, ha c’hoari a raemp alies, ur wech ar miz pe dost, bep tro e ti ar Frered, o vezañ ma ’z oa eno ur sal hag ul leur c’hoari [leur-c'hoari] eus ar c’hentañ, dismantret abaoe gant kanfarded Hitler ha goude gant un tangwall.
Ha lavarout a raed, en devoa ar Gouarnour Meur lavaret, un deiz ma oa bet e Glass, d'ar gañfarted a oa bodet en-dro dezhañ : "M'hoc'h eus da glemm ouzh unan bennak, arabat deoc'h kaout aon, kasit ul [sic] pellizher din war-eeun."
O vezañ ma ne oa ket anv da lazhañ ar c'hañfard-se, hon eus dibabet an eil diskoulm gwellañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kañfardenn