I.
1. Gwechad kas.
Ur gasadenn kuit a vizoù.
2. Tra a gaser.
DHS. pakadenn.
3. Gwechad kas, abadenn kaset dre skingomz pe dre skinwel.
Kasadennoù skinwel.
HS. skingasadenn.
II.
1. (db. an obererezhioù)
Pennad labour, pennad amzer.
Mont d'ober ur gasadenn troc'hañ lann. Ne rae war-dro e zelwenn nemet dre gasadennoù.
HS. frapad, prantad.
2. (db. ar poanioù, ar santadurioù)
Kaouad, barrad.
Droug-penn am eus ; n'eo nemet ur gasadennig. Ne zleer morse lezel ur bug el war e gasadenn aon. Un tammig penn kalet a ziskoueze a-wechoù, met ne bade ket pell ar gasadenn.