1. Hollad an treuzellennoù prenn pe houarn a ya d'ober framm ur c'harr a-uc'h an ahelioù anezhañ.
Neuze e veajer e kirri ha n'eus rod ebet outo : nend int nemet kestell-kirri. Azezañ war ar c'hastell-karr.
HS. kastell.
2. Steredon. (gant ur bennlizherenn-dal)
Kastell-karr-bras, Kastell-karr-kamm : steredeg, he anv skiantel Ursa major.
&
Dre verr.
Setu du-hont ar C'hastell-Karr.
&
Trl. skeud.
Bezañ paseet ar C'hastell-karr-kamm hag an Tri Roue : bezañ kollet e skiant vat, e boell.
&
Dre verr.
Paseet en deus ar C'hastell-karr-kamm.
&
Kastell-karr-kamm bihan : steredeg, he anv skiantel Ursa minor.
DHS. karr-Arzhur.
Référence :
GON.II
pg kastel-karr (Le corps de la charette), kludel.
kastell-karr
kestel-karr
1850
Référence :
GON.II
pg kastel-karr
Kirri a beder rod, kirri hir-kenañ a yoa gantañ ; lamet a reas ar c’hestell-karr diwar o rodoù, ha, goude-se, o zaolas a-zioc’h ar ganol ; hir a-walc’h e oant evit tizhout an daou du.
Kirri a beder rod, kirri hirr kenan a ioa ganthan ; lammet a reaz ar c’hestel-karr divar ho roudou, ha, goude-ze, ho zaolaz azioc’h ar ganol ; hirr avoualac’h oant evit tizout an daou du.