Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Hollad an treuzellennoù prenn pe houarn a ya d'ober framm ur c'harr a-uc'h an ahelioù anezhañ. Neuze e veajer e kirri ha n'eus rod ebet outo : nend int nemet kestell-kirri. Azezañ war ar c'hastell-karr. HS. kastell. 2. Steredon. (gant ur bennlizherenn-dal) Kastell-karr-bras, Kastell-karr-kamm : steredeg, he anv skiantel Ursa major. & Dre verr. Setu du-hont ar C'hastell-Karr. & Trl. skeud. Bezañ paseet ar C'hastell-karr-kamm hag an Tri Roue : bezañ kollet e skiant vat, e boell. & Dre verr. Paseet en deus ar C'hastell-karr-kamm. & Kastell-karr-kamm bihan : steredeg, he anv skiantel Ursa minor. DHS. karr-Arzhur.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

kastell-karr

1499
Daveenn : LVBCA p109, 110 (chartil)

kastell-karr

1699
Daveenn : Har. pg karr, kastell-karr (chartil)

kastell-karr

1732
Daveenn : GReg pg (le corps de la) charrette

kastell-karr

1850
Daveenn : GON.II pg kastel-karr (Le corps de la charette), kludel.

kastell-karr

1850
Daveenn : GON.II pg kastel-karr

Kirri a beder rod, kirri hir-kenañ a yoa gantañ ; lamet a reas ar c’hestell-karr diwar o rodoù, ha, goude-se, o zaolas a-zioc’h ar ganol ; hir a-walc’h e oant evit tizhout an daou du.

1877
Daveenn : EKG.I. p.285

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial