Référence :
GON.II
pg kelc'hek (Circulaire, en forme de cercle. Rond, qui va en rond).
Gant ur bastellig distaget diouzh ar rann eus Aedobitus o vevenniñ Vindobitus, e reas Guton, e derou an Amzer, un dolzenn gelc’hiek a voe lakaet gantañ e-kreiz Vindobitus, hanter-hent, keit-ha-keit all etre Aedobitus ha Nemobitus.
Gand eur bastellig distaget diouz ar rann eus Aedobitus o vevenni Vindobitus, e reas Guton, e derou an Amzer, eun dolzenn gelc’hiek a voe lakaet gantan e-kreiz Vindobitus, hanter-hent, keit-ha-keit-all etre Aedobitus ha Nemobitus.
1923
Référence :
SKET
p.28
Kelc’hiek e oa an ti-se hag e voe stummet gant koadennoù, gwialennoù haleg gwevn kenweet ha pri.
Kelc’hiek e oa an ti-ze hag e voe stummet gant koadennou, gwialennou haleg gwevn kenweet ha pri.
1923
Référence :
SKET
p.54
An dremm anezho, hirgelc’hiek, a oa leun a haelded hag a vraventez ; o fri hag o diweuz moan ha neuziet-kaer, o dent lintrus evel perlezennoù-gwer.
An dremm anezo, hir-gelc’hiek, a oa leun a haelded hag a vraventez ; o fri hag o diweuz moan ha neuziet-kaer, o dent lintrus evel perlezennou-gwer.
1923
Référence :
SKET
p.72
kelc’hiek
1923
Référence :
SKET
p.161, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Circulaire".
Enez-Vreizh argadennet gant pobl ar c’hrugelloù kelc’hiek ("Round Barrows"), a zeu di, hañval eo, eus traonienn izelañ ar Roen hag a denn d’ur ouenn grennbennek, uhelventek ha frammet-nerzhus, a gaver stank-ha-stank en Danmark.
Enez-Vreiz argadennet gant pobl ar c’hrugellou kelc’hiek ("Round Barrows"), a zeu di, hanval eo, eus traonienn izela ar Roen hag a denn d’eur ouenn grennbennek, uhel-ventek ha frammet-nerzus, a gaver stank-ha-stank en Danmark.
1923
Référence :
SKET
p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
P. 28, eil dilinennañ, lin. 3 : « kelc’hiek » (pe « kelc’hek » (Gonid.), sellout pp. 64, 73, 127, 144)
P. 28, eil dilinenna, lin. 3 : « kelc’hiek » (pe « kelc’hek » (Gonid.), sellout pp. 64, 73, 127, 144)
1923
Référence :
SKET
p.197, "Da reiz[h]a[ñ]".
O valegiñ war zaou dor ar grec’hienn a-zehou hag a-gleiz, div roc’hell gourlufr ha kelc’hiek a lugerne evel strink.
O valegi war zaou dor ar grec’hienn a-zehou hag a-gleiz, diou roc’hell gourlufr ha kelc’hiek a lugerne evel strink.
1924
Référence :
SKET.II
p.57
P. 161, lin. 10-14 kent an dibenn, e-skoaz gant "kelc’hiad" "kelc’hiata", "kelc’hiek", "kelc’hienn" lakaat ar furmoù hep "i" a zo kerkoulz pe well : "kelc’had", "kelc’hata", "kelc’hek", "kelc’henn".
P. 161, lin. 10-14 kent an dibenn, e-skoaz gant "kelc’hiad" "kelc’hiata", "kelc’hiek", "kelc’hienn" lakaat ar furmou heb "i" a zo kerkouls pe well : "kelc’had", "kelc’hata", "kelc’hek", "kelc’henn".
1924
Référence :
SKET.II
p.151 : "Da reiza er gevrenn genta" ["Da reizhañ er gevrenn gentañ"]
Er c’hreiz, ur pezh taol gelc’hiek a dri estaj, n’eus nemet unan anezho, an hini d’an traoñ, difluskus.
Er c’hreiz, eur pez taol gelc’hiek a dri estaj, n’eus nemet unan anezo, an hini d’an traoñ, difluskus.