I.
v.k.e.
1. Lakaat ur c'helc'h koad, houarn pe un danvez bnk. all en-dro d'udb.
Kelc'hiañ ur varrikenn. Piv en deus kelc'hiet dit da votoù-koad ?
&
(rener : tra)
Bezañ oc'h ober ur c'helc'h en-dro da udb.
Ul lien a gelc'hie he zal.
2. Tresañ ur c'helc'h en-dro d'udb.
Kelc'hit ar respont dereat.
3. Difetis (db. ar sorserien, en tu gouzañv prl.)
Lakaat ub. dindan gazel-ge dre dresañ ur c'helc'h hud diwirion en-dro dezhañ.
Kelc'hiet on bet gantañ.
&
Dre ast., diren.
Strobinellañ.
Bez' ez eus ur c'heotenn hag a gelc'h.
HS. sorsiñ.
4. Lakaat udb., lakaat traoù en-dro d'udb.
Kelc'hiañ ul liorzh gant ur c'harzh.
5. Pakañ.
Un toullad pesked a dalvoudegezh en doa bet an eurvad da gelc'hiañ en un taol-roued.
6. (db. an dud)
[1732, 1850, 1878] En em lakaat en-dro d'ub. pe d'udb.
Deuet eo e vignoned d'e gelc'hiañ.
[1878] Ar c’habiten a c’hourc’hemennas d’e soudarded en em rannañ a vandennoù a c’hwec’h, evit kelc’hañ an ti tro-war-dro.
&
Ent strizh
En em lakaat en-dro d'ub. pe d'udb. evit e zelc'her.
Kelc'hiañ ur gêr. N'omp ket tud a-walc'h evit kelc'hiañ an ti.
HS. gronnañ.
II.
v.g.
[1931] Prenañ e walenn-eured.
EVEZH.
Distagañ a reer ar furm "kelc'h" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['kɛlxj].
III.
v. rag.
[1877] EN EM GELC'HIAÑ
[1878] An dud, e-pad keit-se, a yoa en em gelc’het a-dost hag a astenne o gouzouk evit klevet gwelloc’h penaos e yaje an traoù en-dro.
Référence :
GReg
pg (mettre des) cerceau(x à une barrique &c.)
kelc'hañ
qelc'ha
1732
Référence :
GReg
pg (mettre des) cerceau(x à une barrique &c.)
kelc'het
qelc'het
1732
Référence :
GReg
pg (mettre des) cerceau(x à une barrique &c.)
kelc'hiañ ur varrikenn, ur c'helorn
qelc'hya ur varricqen, ur c'helorn
1732
Référence :
GReg
pg (mettre des) cerceau(x à une barrique &c.)
Lakait kelc'hiañ ar varazh.
Likit kelc'hia ar varaz.
1850
Référence :
GON.II
pg kelc'hia (Faites cercler le baquet).
N'omp ket tud a-walc'h evit kelc'hiañ an ti.
N'omp két tûd awalc'h évit kelc'hia ann tî.
1850
Référence :
GON.II
pg kelc'hia (Nous ne sommes pas assez de monde pour cerner la maison).
kelc'hiañ
kelc'hia
1850
Référence :
GON.II
pg kelc'hia (Cercler, mettre des cercles ou des cerceaux. Cerner. Entourer. Enceindre. Envelopper. Bloquer), kerlein
kelc'hiet
1850
Référence :
GON.II
pg kelc'hia (Cercler, mettre des cercles ou des cerceaux. Cerner. Entourer. Enceindre. Envelopper. Bloquer. Part.)
kelc'hiñ
kerlein
1850
Référence :
GON.II
pg kelc'hia (Cercler, mettre des cercles ou des cerceaux. Cerner. Entourer. Enceindre. Envelopper. Bloquer. En Vannes).
« Kêr-Razh a voa kelc'het ; hep gwenneg na diner / Voa bet ret dezho mont, ker bras voa an dienez. »
» Ker-Raz a voa kelc'het ; hep gwennek na diner / » Voa bet red d'ezho mont, ker braz voa ann dienez.
1867
Référence :
MGK
p117
Nann, nann. Lakaat a rin digas din da Blouared soudarded eus a Wengamp hag eus a Lannuon, a Sant-Brieg zoken, ma vez ret ; ha neuze ganto, un nozvezh, pa ouezimp e pelec’h e vezo ar chouanted, ni a yelo di, a gelc’ho an ti, hag e bev pe e marv e kouezhint holl etre hon daouarn.
Nann, nann. Lakaat a rign digas dign da Blouaret soudardet euz a Vengamp hag euz a Lannion, a Zant-Briek zoken, ma vez red ; ha neuze gantho, eun nosvez, pa c’houezimp e peleac’h e vezo ar chouanted, ni a ielo di, a gelc’ho an ti, hag e beo pe e maro e kouezint oll etre hon daouarn.
1877
Référence :
EKG.I.
p.144
Kerkent ha ma en em gavas ganto o galvas d’en em gelc’hañ en-dro dezhañ hag e lavaras dezho laouen ha goustadik : — N’eus den war-sav el leandi, na den all war-dro ; n’eus ket ur c’hi zoken da ziwall an ti.
Kerkent ha ma en em gavaz gant-ho ho galvaz d’en em gelc’ha enn dro d’ezhan hag e lavaraz d’ezho laouen ha goustadik : — N’euz den var zao el leandi, na den-all var dro ; n’euz ket eur c’hi zoken da ziouall an ti.
1877
Référence :
EKG.I.
p.38
Er c’hiz-se e oa troc’het hent Kastell ouzh Canclaux, n’oa ken evit dont war e c’hiz ; n’oa ket evit mont a-raok kennebeut, rak freuzet e oa ar pont. Kelc’het eo ’ta Canclaux ganeomp ; ret eo d’e dud bezañ lazhet ganeomp-ni, pe bezañ beuzet gant dour ar stêr.
Er c’hiz-se oa trouc’het hent Kastel ouc’h Canclaux, n’oa ken evit dont var he c’hiz ; n’oa ket evit mont araok ken nebeut, rak freuzet oa ar pount. Kelc’het eo ’ta Canclaux ganeomp ; red eo d’he dud beza lazet ganeomp-ni, pe beza beuzet gand dour ar ster.
1877
Référence :
EKG.I.
p.281-282
En em gavet eno, an Aotrou de Kervalaneg a lavaras e oa gwelloc’h deomp dont en-dro gant aon na vije deuet, eus a Vontroulez, soudarded da Ganclaux, evel a yoa deuet eus a Lesneven, rak neuze e vije aes dezhañ ober an dro deomp, kelc’hañ ac’hanomp, trec’hiñ ac’hanomp hag hor lazhañ holl en un taol.
En em gavet eno, an Aoutrou de Kerbalanek a lavaraz oa guelloc’h d’eomp dont enn dro gand aoun na viche deuet, euz a Vontroulez, soudarded da Ganclaux, evel a ioa deuet euz a Lesneven, rak neuze e viche eaz d’ezhan ober an dro d’eomp, kelc’ha ac’hanomp, trec’hi ac’hanomp hag hor laza-oll enn eun taol.
1878
Référence :
EKG.II
p.1
An dud, e-pad keit-se, a yoa en em gelc’het a-dost hag a astenne o gouzoug evit klevet gwelloc’h penaos e yaje an traoù en-dro.
An dud, epad keit-se, a ioa en em gelc’het a dost hag a astenne ho gouzouk evit klevet guelloc’h penaoz e iache an traou enn dro.
1878
Référence :
EKG.II
p.319
Ar c’habiten a c’hourc’hemennas d’e soudarded en em rannañ a vandennoù a c’hwec’h, evit kelc’hañ an ti tro-war-dro. Eñ a zalc’he ugent gantañ evit mont e-barzh.
Ar c’habiten a c’hourc’hemennaz d’he zoudarded en em ranna a vandennou a c’houeac’h, evit kelc’ha an ti tro-var-dro. Hen a zalc’he ugent gant-han evit mont ebarz.
1878
Référence :
EKG.II
p.165
Laeret eo bet diganeomp an eil warlerc'h egile hon frankiz a bobl hag hon gwirioù ha frankizioù a rannvro; torret hag adtorret eo bet lizher-feur 1532 a gratae d'hon Bro he librentez hag he frankizioù, gant ul lez-veur diouti hec'h-unan hag ar gwir da gaout war he ardamezioù, pa n'he doa ken eur gurunenn glok, eur boned erminig kelc'hiet a aour.
Laeret eo bet diganeomp an eil warlerc'h egile hon frankiz a bobl hag hon gwiriou ha frankiziou a ran-vro; torret hag adtorret eo bet lizer-feur 1532 a gretae d'hon Bro he librente hag he frankiziou, gant eul lez-veur diouti hec'h-unan hag ar gwir da gaout war he ardameziou, pa n'he doa ken eur gurunen glok, eur bonned herminik kelc'hiet a aour.
1911
Référence :
PSEP
p III
Hag ar mor, mor ar vuhez gant e wagennigoù a gelc’he, a c’holoe an devezhioù, ar mizioù en tiegezh Izabel : hini hag hini e kouezhent goustadik, goustadik en donder an dienez hag ar baourentez.
Hag ar mor, mor ar vuhe gant e wagennigou a gelc’he, a c’holoe an devejou, ar miziou en tiegez Izabel : hini hag hini e koueent goustadik, goustadik en dounder an dienez hag ar baourente.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 47, p.1120 (Miz Du 1924).
kelc'hiañ
kelc'hia
1931
Référence :
VALL
pg bague, bloquer (une ville)
Domani ar c’hastell a zo ennañ 500 devezh-arat, ur voger ouzh o c’helc’hiañ.
Domani ar c’hastell a zo ennañ 500 devez-arat, eur voger ouz o c’helc’hia.