Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. v.k.e. 1. Lakaat ur c'helc'h koad, houarn pe un danvez bnk. all en-dro d'udb. Kelc'hiañ ur varrikenn. Piv en deus kelc'hiet dit da votoù-koad ? & (rener : tra) Bezañ oc'h ober ur c'helc'h en-dro da udb. Ul lien a gelc'hie he zal. 2. Tresañ ur c'helc'h en-dro d'udb. Kelc'hit ar respont dereat. 3. Difetis (db. ar sorserien, en tu gouzañv prl.) Lakaat ub. dindan gazel-ge dre dresañ ur c'helc'h hud diwirion en-dro dezhañ. Kelc'hiet on bet gantañ. & Dre ast., diren. Strobinellañ. Bez' ez eus ur c'heotenn hag a gelc'h. HS. sorsiñ. 4. Lakaat udb., lakaat traoù en-dro d'udb. Kelc'hiañ ul liorzh gant ur c'harzh. 5. Pakañ. Un toullad pesked a dalvoudegezh en doa bet an eurvad da gelc'hiañ en un taol-roued. 6. (db. an dud) [1732, 1850] En em lakaat en-dro d'ub. pe d'udb. Deuet eo e vignoned d'e gelc'hiañ. & Ent strizh En em lakaat en-dro d'ub. pe d'udb. evit e zelc'her. Kelc'hiañ ur gêr. N'omp ket tud a-walc'h evit kelc'hiañ an ti. HS. gronnañ. II. v.g. [1931] Prenañ e walenn-eured. EVEZH. Distagañ a reer ar furm "kelc'h" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['kɛlxj].

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

kelc'hiet ur varrikenn, ur c'helorn

1732
Daveenn : GReg pg (mettre des) cerceau(x à une barrique &c.)

kelc'hañ

1732
Daveenn : GReg pg (mettre des) cerceau(x à une barrique &c.)

kelc'het

1732
Daveenn : GReg pg (mettre des) cerceau(x à une barrique &c.)

kelc'hiañ ur varrikenn, ur c'helorn

1732
Daveenn : GReg pg (mettre des) cerceau(x à une barrique &c.)

kelc'hiañ

1850
Daveenn : GON.II pg kelc'hia (Cercler, mettre des cercles ou des cerceaux. Cerner. Entourer. Enceindre. Envelopper. Bloquer), kerlein

N'omp ket tud a-walc'h evit kelc'hiañ an ti.

1850
Daveenn : GON.II pg kelc'hia (Nous ne sommes pas assez de monde pour cerner la maison).

kelc'hiet

1850
Daveenn : GON.II pg kelc'hia (Cercler, mettre des cercles ou des cerceaux. Cerner. Entourer. Enceindre. Envelopper. Bloquer. Part.)

kelc'hiñ

1850
Daveenn : GON.II pg kelc'hia (Cercler, mettre des cercles ou des cerceaux. Cerner. Entourer. Enceindre. Envelopper. Bloquer. En Vannes).

Lakait kelc'hiañ ar varazh.

1850
Daveenn : GON.II pg kelc'hia (Faites cercler le baquet).

« Kêr-Razh a voa kelc'het ; hep gwenneg na diner / Voa bet ret dezho mont, ker bras voa an dienez. »

1867
Daveenn : MGK p117

Nann, nann. Lakaat a rin digas din da Blouared soudarded eus a Wengamp hag eus a Lannuon, a Sant-Brieg zoken, ma vez ret ; ha neuze ganto, un nozvezh, pa ouezimp e pelec’h e vezo ar chouanted, ni a yelo di, a gelc’ho an ti, hag e bev pe e marv e kouezhint holl etre hon daouarn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.144

Er c’hiz-se e oa troc’het hent Kastell ouzh Canclaux, n’oa ken evit dont war e c’hiz ; n’oa ket evit mont a-raok kennebeut, rak freuzet e oa ar pont. Kelc’het eo ’ta Canclaux ganeomp ; ret eo d’e dud bezañ lazhet ganeomp-ni, pe bezañ beuzet gant dour ar stêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.281-282

Kerkent ha ma en em gavas ganto o galvas d’en em gelc’hañ en-dro dezhañ hag e lavaras dezho laouen ha goustadik : — N’eus den war-sav el leandi, na den all war-dro ; n’eus ket ur c’hi zoken da ziwall an ti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.38

En em gavet eno, an Aotrou de Kervalaneg a lavaras e oa gwelloc’h deomp dont en-dro gant aon na vije deuet, eus a Vontroulez, soudarded da Ganclaux, evel a yoa deuet eus a Lesneven, rak neuze e vije aes dezhañ ober an dro deomp, kelc’hañ ac’hanomp, trec’hiñ ac’hanomp hag hor lazhañ holl en un taol.

1878
Daveenn : EKG.II p.1

Laeret eo bet diganeomp an eil warlerc'h egile hon frankiz a bobl hag hon gwirioù ha frankizioù a rannvro; torret hag adtorret eo bet lizher-feur 1532 a gratae d'hon Bro he librentez hag he frankizioù, gant ul lez-veur diouti hec'h-unan hag ar gwir da gaout war he ardamezioù, pa n'he doa ken eur gurunenn glok, eur boned erminig kelc'hiet a aour.

1911
Daveenn : PSEP p III

Hag ar mor, mor ar vuhez gant e wagennigoù a gelc’he, a c’holoe an devezhioù, ar mizioù en tiegezh Izabel : hini hag hini e kouezhent goustadik, goustadik en donder an dienez hag ar baourentez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1120 (Miz Du 1924).

kelc'hiañ

1931
Daveenn : VALL pg bague, bloquer (une ville)

Domani ar c’hastell a zo ennañ 500 devezh-arat, ur voger ouzh o c’helc’hiañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.118

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial