Ar pep brasañ anezho a zo er meurvor Habask, kelc'hiet gant aradennadoù-menez nevez, tra ma 'z eus a bep tu d'ar meurvorioù Atlantel hag Indeziat, douaroù kozh, startaet pell a zo.
Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.
Emeur amañ e bro an dour, e rouantelezh an dour, kelc'hiet emeur amañ gant brec'hioù niverus delta an Ogowe, ha froudoù an Ogowe eo o deus douget betek amañ ar bernioù traezh-se a chom bremañ en disec'h, bet trevadennet tamm-ha-tamm gant ar plant, diwezhatoc'h gant al loened, erfin gant an den.
Mots précédents
Mots suivants
kelc'hig