Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo udb. ouzh e gelc'hiañ. Kelc'hiet eo an ti gant ar c'hoad. & Ent strizh (db. an heol, al loar) Bezañ kelc'hiet : bezañ ur c'helc'hiad a sklêrijenn en e dro. Kelc'hiet eo an heol, warc'hoazh e ray glav. 2. Bodet en-dro d'udb. Pêr hag e amezeien, kelc'hiet en-dro d'an daol.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Nemet n’o deus ket kavet an ergerzhourien-studiañ alaman ar mogerioù kuklopel a zo meneg anezho gant ar beajour kelt hag e tiskredont zoken e vije bet biskoazh Gordion kelc’hiet a vogerioù, S. Reinach, les fouilles de Gordion […].

1923
Daveenn : SKET p.15 (p.197 "Da reiz[h]a[ñ]": "P. 15, notenn 3, e lec’h « baejour » lenn « beajour »". )

Pell-pell araozañ edo bremañ, kelc’hiet-holl a flammoù, ha war-nezik en em unaniñ gant an heol, a oa aet traoñ ar gantenn anezhañ stok ouzh ar mor.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

Bemdez-c’houloù, war ar c’hlazenn kelc’hiet a wez-tilh a oa dirak toull-dor ar c’hreñvlec’h [4], e pleustre ar bugel war deurel e gelc’hig, e zaou c’hoaf hag e zaouzek saezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.19

En he c’hichen, kelc’h[i]et gant ur c'harzh skav eus un tu, eus un tu all gant ur voger : ar pres[b]ital ; an ti, savet e-kreiz al liorzh, a guzh e fasadenn wenn dindan delioù ur wezenn fiez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("eus un tu" & "fasadenn wenn didan deliou..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).

Ha, daoust d’e baourkaezh devezhioù da vezañ kelc’het gant an ezhommoù, daoust d’an dienez da begañ war e groc’hen ha war e galon, abeg e kave ar paotr evelkent en nerzh e yaouankiz, da leuskel e vennozhioù da nijal, gwennilied dibreder, a-dreuz oabl koumoulek an hunvreioù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Ar pep brasañ anezho a zo er meurvor Habask, kelc'hiet gant aradennadoù-menez nevez, tra ma 'z eus a bep tu d'ar meurvorioù Atlantel hag Indeziat, douaroù kozh, startaet pell a zo.

1943
Daveenn : TNKN p86

Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.

1944
Daveenn : EURW.1 p6

Bihan-bihan, treut evel ur c'hi, dezhañ un dremm liv amanenn, kelc'hiet gant begechoù barv du reut evel spilhoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p79

Emeur amañ e bro an dour, e rouantelezh an dour, kelc'hiet emeur amañ gant brec'hioù niverus delta an Ogowe, ha froudoù an Ogowe eo o deus douget betek amañ ar bernioù traezh-se a chom bremañ en disec'h, bet trevadennet tamm-ha-tamm gant ar plant, diwezhatoc'h gant al loened, erfin gant an den.

1985
Daveenn : DGBD p27

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial