Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. A. 1. Kemenn eus udb., ditour db. ub., udb. Ne oac'h ket evit degas din keloù gwellañ. Keloù mat zo ? Keloù a-berzh ub. Keloù fall am eus. Goulenn a reas eus e geloù : diwar e benn. Kas keloù da ub. : kemenn udb. dezhañ. Mont a rin da gas keloù dezhañ eus an doare m'emañ ar bed dre amañ. [1877] An-dra-se a yoa un dra graet e Pariz gant ar re a yoa e penn ar c’houarnamant, hep kas keloù ebet d’hon Tad Santel ar Pab. & Distagañ keloù : displegañ ar c'heleier. 2. Dre skeud. Keloù mat, keloù nevez : brazezded, ganedigezh. 'Meus aon ez eus keloù mat du-se. & Trl, relij. Ar c'heloù mat : an Aviel. Skignañ ar c'heloù mat. B. 1. Ratozh. Gouzout a reomp ne oa ket a geloù ganti da feukañ anezho. 2. BEZAÑ KELOÙ DA UB. (DA) OBER UDB. : bezañ anv gantañ a ober an dra-se. Keloù zo dezhañ da zimeziñ. Siwazh n'eus keloù ebet dezhi da bareañ. HS. brud, doare, kemenn, nevezenti. II. G. A. 1. Kemenn roet, klevet pe lennet eus un darvoud ; an darvoud-se kemennet evit ar wech kentañ da ub. pe d'an holl. Ur c'heloù mat, kaer, fall, nec'hus. Deuet on da zegas ar c'heloù-mañ deoc'h. Trist eo e galon gant ur gwall geloù. Setu ar gwellañ keloù a voe biskoazh klevet ! Ar c'heloù a rede a di da di. [1878] Nag a zaeloù koulskoude a vezo skuilhet en hor bro-ni p’en em gavo ar c’heloù eus a varv ar re hoc’h eus lazhet e Kastell hag e Kergidu ? [1944] « Ur c’heloù trist en ur mod », a lavaras Lom, « mes ur c’heloù laouen en ur mod all, rak, gouzout a rit, koulz ha ni, Herri a oa ur c’hanfard eus ar re vrasañ [...] ». 2. Ditour diwar-benn stad ub. N'en deus bet c'hoazh keloù ebet digant e vreur. B. (en e furm lies) Kement a zesker digant an araezioù kelaouiñ, an dud. & Skrid embannet evit kelaouiñ an dud. Emañ o lenn ar c'heleier. DHS. kazetenn, kelaouenn. & Ent strizh AR C'HELEIER : abadenn skingomz pe skinwel ma kelaouer an dud db. an darvoudoù nevez-c'hoarvezet. Enaouet en doa ar skinweler da sellet ouzh ar c'heleier.

Exemples historiques : 
75
Masquer la liste des exemples

kehezloù

1499
Référence : LVBCA p112 (nouelle)

keheloù

1659
Référence : LDJM.1 pg nouuelles

kehezloù

1659
Référence : LDJM.1 pg quehezlou

kehezloù

1732
Référence : GReg pg avis

digas kehezloù da ur re

1732
Référence : GReg pg annoncer

digas kehezloù

1732
Référence : GReg pg apporter

debron da c'houzout ar c'hehezloù

1732
Référence : GReg pg curiosité

Hoz kehezloù ned int ket re nevez.

1732
Référence : GReg pg frais (Vos nouvelles ne sont pas trop fraîches.)

ar c'hehezloù-se o deus lakaet e galon da zigeriñ, da dridal en e greiz

1732
Référence : GReg pg (a ces nouvelles sont coeur s'est) épanoui

keleier

1850
Référence : GON.II pg kel (Nouvelle. Bruit. Rumeur. Fable. Conte, p.), pg kéléier (Gazette. Journaux. Papiers publics. H.V.)

Klevet hoc'h eus-hu ha roet en deus ho preur eus e geloù ?

1850
Référence : GON.II p.95, livre second, « Avez-vous appris si votre frère a donné de ses nouvelles ? »

Dec’h hor boe eus e geloù.

1850
Référence : GON.II p.66, "Nous eûmes hier de ses nouvelles".

Keloù kozh int.

1850
Référence : GON.II p.69

Gwelet em eus ar merc’hed eus a bere e c’houlennec’h keloù.

1850
Référence : GON.II p.73

Keloù mat a zo.

1850
Référence : GON.II pg kel (Il y a de bonnes nouvelles.)

Kelaoù n'int ken.

1850
Référence : GON.II pg kel (Ce ne sont que des fables.)

keloù

1850
Référence : GON.II pg kel (Nouvelle. Bruit. Rumeur. Fable. Conte, p.)

Keloù doanius em [sic] eus da lavarout deoc'h.

1850
Référence : GON.II pg doaniuz (J'ai des nouvelles tristes à vous apprendre.)

O klevout ar c'heloù-se, eo bet fatet.

1850
Référence : GON.II pg fata (En apprenant cette nouvelle, elle s'est évanouie.)

Ho keloù n'int ket re fresk.

1850
Référence : GON.II pg frésk (Vos nouvelles ne sont pas trop fraîches, trop récentes.)

kelaoù

1850
Référence : GON.II pg kélaou, kel (Nouvelle. Bruit. Rumeur. Fable. Conte. Pl.)

paotr ar c'heleier

1850
Référence : GON.II.HV pg paotr-ar-c'héléier (Courrier, celui qui court la poste pour porter les dépêches.)

paotred ar c'heleier

1850
Référence : GON.II.HV pg paotr-ar-c'héléier (Courrier, celui qui court la poste pour porter les dépêches, p.)

Diouzh ma veze 'n amzer, al labous tremeniat, a ouie pell a-raok pegoulz 'vije barrad; hag e-pad ma veze tro-war-dro o wiriñ, e kase ar c'heloù a-bell d'ar vordeidi.

1867
Référence : MGK p13

Ar goulm neuze zispak he divaskellig wenn, / A nij, hag o welet eo an heizez paket / Gant an den didruez evit bezañ lazhet, / A zistro war he giz da zigas ar c'heloù, / Hep goulenn diganti penaos, e pe zoare / Hag ar mare / Ma oa bet aet e gaou.

1867
Référence : MGK p46-47

En em glevet a rejomp da gas keloù d’an holl barrezioù a-dro-war-dro eus ar pezh a yoa c’hoarvezet, ha da lavaret d’ar [w]azed yaouank dont, antronoz vintin da ziwezhatañ, d’hor c’haout war-dro bourk Plougouloum, el lec’h m’oamp mennet da chom da lojañ.

1877
Référence : EKG.I. p.273

Ar c’heloù a gement-se a yoa deuet betek ennomp-ni, hag an Aotrou Kerbalaneg [sic] a gasas Per Kemener ha me d’o c’haout, da c’houzout hag ezhomm o doa eus un taol-skoaz diganeomp evit dont a-benn eus o c’hrog.

1877
Référence : EKG.I. p.62

An-dra-se a yoa un dra graet e Pariz gant ar re a yoa e penn ar c’houarnamant, hep kas keloù ebet d’hon Tad Santel ar Pab.

1877
Référence : EKG.I. p.10

Bemdez e kleve ar c’heleier, gouzout a rae petra [a] c’houlenned digant an eskibien, e genvreudeur, ha n’edo ket a-zindan-zivin e vije, a-barzh nebeut, goulennet digantañ ar memes tra.

1877
Référence : EKG.I. p.9

Kerkent ha m’en deus klevet ur c’heloù bennak, e red da gêr d’hel lavaret d’ar republikaned. Ur spier eo, ha, meur a wech, on bet dija diskuliet gantañ, her gouzout a ran.

1877
Référence : EKG.I. p.82

Ma ne c’heller ket dont eus a un tu d’hor c’haout e teuor, me 'gred, eus a un tu all, hag, er c’hiz-se, hor bezo bevañs ha keleier.

1878
Référence : EKG.II p.8

Keleier glac’harus e oa an traoù-se da glevet.

1878
Référence : EKG.II p.81

Ar c’heloù-se a laouenaas ar soudard kaotet e varv gant yod, ha mont a reas gant ar re all d’ar c’hav.

1878
Référence : EKG.II p.71

N’hoc’h eus graet droug da zen ? Nag a zaeloù koulskoude a vezo skuilhet en hor bro-ni p’en em gavo ar c’heloù eus a varv ar re hoc’h eus lazhet e Kastell hag e Kergidu ?

1878
Référence : EKG.II p.62

Ar c’hristen paour a yoa er puñs a roje marteze din keloù eus a Herve Soutre hag a Gatell Eukat.

1878
Référence : EKG.II p.50

N’oa ket ar c’homzoù-se keloù brav d’am skouarn.

1878
Référence : EKG.II p.25

Ar gwellañ eo ivez ’ta chom sioul, ken na vezo klevet ur c’heloù all bennak sklaeroc’h.

1878
Référence : EKG.II p.15

A-raok en em zispartiañ e oamp en em glevet evel-hen : Pa deuje unan bennak, en noz pe en deiz, da zigas deomp bevañs pe geleier, ne dlee ket dont e-unan, mar gellje, mes atav digas gantañ un all pe zaou.

1878
Référence : EKG.II

Pediñ-start a reomp hon lennerien da zigas dimp keloio, kanaouenno, gwerzio, marvailho ha treo all

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier

ur c'heloù mat

1909
Référence : BROU p. 212

bizig-keloù

1909
Référence : BROU p. 206

Eno ho pije klevet ar c'heloùioù, an neventioù : hemañ pe honnezh en devoa graet an dra-mañ-[t]ra, Yannig a rae al lez da Varc’harid, ha Jaketa a oa darempredet gant Pêr ar C’hamm ; bag ar C’habon he devoa pesketaet div dousenn silioù ; ha karabasenn an aotrou person, al Leonardez divalav-se, a oa deut da vezañ lorc’h ral enni, abaoe ur pennadig…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

An Itron a gasas he matezh da di Izabel da c’houlenn keloù eus ar paotr : plac’hig kuñv ha trugarezus, itron ar c’hastell.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1092 (Here 1924).

Ar c'heloùioù a gerzh, a red buan, ha dreist-holl ar c'heloùioù fall.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

D’e zistro e c’houlennas e dad-mager keloù digantañ : « Pe geloù a zeu ganez, va mab ?

1924
Référence : SKET.II p.61

Gwelet e oa bet ar paotr oc’h erruout er gêr, ha, nebeut goude, an ti a oa leun a dud, deut da c’hoût ar c’heloù.

1925
Référence : BILZ2 p.177

E gwirionez, o klevout keloù da vont da Vadagaskar e yoa lorc'h ennon, m'el lavar deoc'h !

1929
Référence : SVBV p.13

Sed an adjudant o tegouezhout, tizh warnañ, m'eus aon, ez eus un dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli din-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus ur c'heloù evidoc'h ganin-me, da vont d'an trevadennoù ? - Ya da ! emeve en ur zigrommañ.

1929
Référence : SVBV p7

reiñ keloù

1931
Référence : VALL pg annoncer (faire savoir)

a wallgeloù

1931
Référence : VALL pg augure

degas keloù

1931
Référence : VALL pg annoncer (faire savoir)

kas keloù

1931
Référence : VALL pg avertir

keal a geloù mat a zo

1931
Référence : VALL pg (il y a) apparence (de bonnes nouvelles)

keloù

1931
Référence : VALL pg affiche

keloù

1931
Référence : VALL pg annonce nouvelle de ; employé pour sg)

keloù deiz ha deiz

1931
Référence : VALL pg actualité

a geloù mat

1931
Référence : VALL pg augure

stagañ ur c'heloù

1931
Référence : VALL pg afficher

skeiñ keloù dre an dindanvor

1931
Référence : VALL pg cabler (télégraphier par cable)

An deiz war-lerc’h e redas ar c’heloù dre ar barrez a-bezh.

1944
Référence : ATST p.85

— « Ur c’heloù trist en ur mod », a lavaras Lom, « mes ur c’heloù laouen en ur mod all, rak, gouzout a rit, koulz ha ni, Herri a oa ur c’hanfard eus ar re vrasañ; ne laboure ket, mezv e veze war ar pemdez ha mezv-dall d’ar [S]ul : hor moereb ne rae namet gouelañ gantañ.

1944
Référence : ATST p.14-15

Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.

1944
Référence : ATST p.13

Ar c’heleier a zigouezhe bemdez diouzh ar bed-holl, dre linennoù-orjal a oa bet stignet etre an Dosenn ha Pariz.

1944
Référence : EURW.1 p.213

Pa redas ar c'heloù, e teuas kalz all c'hoazh da lakaat o anv er Vreuriezh[.]

1944
Référence : EURW.1 p.163

En niverenn La Croix des C. du N. ar Sul 16 a viz Eost 1896 e c'halled lenn kement-mañ : « LIZHER d'ar RENER. — Perak, aotrou rener, na gaver ket pep sizhun en ho kazetenn, keloùioù eus ar vro e brezhoneg ? »

1944
Référence : EURW.1 p57

He c'herent a oa aet da labourat d'an Havr, o kas ganto o holl arrebeuri ; ar vugale a oa aet da heul, ha chom a ris hep keloù eus Melia goude-se.

1944
Référence : EURW.1 p46

« Sell ouzh ar re all ahont, sell ouzh Aogust, Pol, Iwan, n'eus ket keloù ganto da vont d'ar gêr war o c'hiz ».

1944
Référence : EURW.1 p30

N'o doa netra d'ober eno [e marc'had Kallag], nemet un digarez da glevout ar c'heleier.

1944
Référence : EURW.1 p27-28

Plijout a reas dezhi lenn ha skrivañ : he lizheroù d'he mignonezed, bet er skol ganti, a oa evel kazetennoù ; brud he doa da c'houzout ober lizheroù brav, leun a geleier dudius.

1944
Référence : EURW.1 p13-14

o welet pegen dister e chome plas ar c'heleier war Blogoñv, er c'hazetennoù rannvro zoken, ur strolladig a dud eus bro Gemper (Skol an Emsav, PSU, CRIN) en deus soñjet e oa ret kas keloù war-eeun d'ar Vretoned.

1980
Référence : BREM Niv. 0, p.3

Kennerzhet e voen gant ar c'heloù-se, hag e c'hellis mont evel-se, un tamm divec'hiet va spered, da Loperc'hed da sikour va mamm da brientiñ douar evit lakaat sivi.

1985
Référence : DGBD p5

Er rannbennad kentañ [hini ur gemenadenn] e vo kavet ar c'heloù a-bouez, da lâret eo ar pezh zo nevez hag a sacho evezh an dud : an darvoud e-unan.

2015
Référence : DISENT p127

Deoc'h-c'hwi da raksoñjal en traoù nevez ha dic'hortoz a vo da lakaat e pleustr evit ma teufent war o c'hiz hag evit ma vefont kendrec'het da reiñ muioc'h a bouez c'hoazh d'an darvoud savet ganeoc'h -plas ha hirder ar pennadoù roet d'an afer er c'heleier-

2015
Référence : DISENT p79

Disfiz o deus ouzh an istrogelled-se deuet da zirenkañ o zammig buhez plaen ha brav en ur blantañ reuz hag oc'h embann keloù fall a-bouez-penn...

2015
Référence : DISENT p34

A-hed an hent da vont d'ar gêr en em zebran evit gouzout ha dav eo din embann ar c'heloù mat da Adrianí pe, da nebeutañ, ez eus diougan keloù mat.

2015
Référence : EHPEA p25

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux