Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer; gant ar soñj d'o lakaat bravoc'h, e varellas anezho a dammoù galleg dastumet e kêr, traoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall.
langaj kemener
Daou gemener, Lom ha Fañch, an daou vreur ar C'hourtez, a laboure evit va ziegezh hag ivez an darn vuiañ eus paotred ar barrez.
Kavout a reas zoken tu da brenañ din dilhad nevez ; gwir eo, nag an danvez na labour ar gemenerien ne gouste nemeur a dra d’ar c’houlz-se.
Ar peurliesañ, ne ouie ket ar sonerien e pe stumm diverrañ o amzer : hemañ a glaske ober yalc’h dre droc’hañ blev ha lemel barv, henhont a droe war ar vicher gere pe gemener, met an darn vuiañ, dreist-holl ar re goshañ, ne raent nemet morvitellat, pe chaokat ha butunat dibaouez en ur drailhañ kaojoù a bep sort, re gamm ha re dort, dic’horzailhet ganto kant ha mil gwech.
Stipet kaer pe gaeroc’h e oa ar re-mañ gant o gouriz ler [sic, lêr] verniset, o manegoù gwenn, ha netra n’en divije bet ar c’hintusañ kemener da damall na da zanvez na da stumm o dilhad.
Daou vinor he devoa ivez da sevel ha goude ma c’houneze mat a-walc’h gant he micher kemenerez, e veze he c’heusteurenn hogos ken treut a-wechoù hag hini ar wrac’h « ur vesperenn da verenn ha da goan lost ur c’hi moan ».
Ur gemenerez am boa kavet tostik ouzh hon ti evit ober ur seurt dilhad din.
Mots précédents
Mots suivants
kemeneraj