kenetre
Pa n’o doa ken a saout, bevañ diwar gig gouez, gwrizioù ha frouezh a rankjont ober, a-skign amañ hag ahont dre diegezhioù kevre ebet kenetrezo ; war zisleberiñ ez ejont gant an dienez, oc’h ankounac’haat tamm-ha-tamm kement o doa desket digant o zadoù, kement a oa bet kelennet dezho gant an doueed.
kenetrezo
Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù evit mont da zibriñ bara amann ha da evañ jistr er mereurioù, en ur ger, ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav.
« Gant Goddam eme Figaro, tu a zo da bourchas n’eus forzh petra e Breizh-Veur ; gwir eo, e tegouezh ivez d’ar Saozon distagañ geriennoù amañ, geriennoù a-hont, pa vezont o tivizout kenetrezo, met Goddam a zo, anat ha splann, diazez o yezh ».
Hag adarre koadoù sapr ha bezv, bezv ha sapr hep an disterañ diforc’h kenetrezo, ur stêrig o treiñ da vezañ ur palud, hag al leton c’hoazh ha c’hoazh, geot, va Salver binniget, geot ha geot o krazañ…
Ur follen evel-se n'he devo ket kalz a zalc'h, met ma peger kenetrezo meur a follen evel-se, e-kroaz, evit ober tri pe bemp gwiskad, ne vo tu ebet da faoutiñ ar pezh koad-se.
Sevel ar mell kef ne oa bet netra : tammoù hernajoù orjalennet kenetrezo, ur c'houfrad plañch, diskargañ simant e-barzh ha setu : nerzh a-walc'h a vefe gant ur seurt tolzennad da souten ar skourradur.
Morse ne oa bet luc'hskeudennet hag an nebeud tud a oa gouest d'e zeskrivañ en em zislavare penn-da-benn kenetrezo.
Mignoniezh a zo kenetrezomp zoken.
Mots précédents
Mots suivants
keneve