"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo ; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent ; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll ! "
KENTSKRID GANT VALERIUS KELTUS
Setu ar pezh a skrive Meven Mordiern e 1929 e kentskrid Istor ar Bed. Abaoe ar mare-se ez eus bet kendalc'het gant al labour bet boulc'het gant an hini en deus graet kement a strivoù evit gounit d'hor yezh tachenn an Istorouriezh.
Mots précédents
Mots suivants
kentskridañ