I.
V.k.
A. V.k.e.
1. AOTREN UDB. D'DB. : reiñ gwir d'ub. d'ober udb., lezel ub. d'ober udb.
Aotren d'ub. ar pezh a c'houlenn.
2. AOTREN UB. DA (+AV.) : reiñ gwir d'ub. da (+av.).
Aotren ar vugale da vont er-maez.
&
Ent krenn
Aotren ub. : reiñ gwir dezhañ (da zelc'her ur garg bnk.).
Ken divarrek eo ma ne c'hallomp ket e aotren.
B. V.k.d.
AOTREN DA UB. (+ AV.): reiñ gwir da ub. da (+ av.).
Aotren d'ar vugale chom da sellet ouzh ar skinwel.
&
Diren.
Aotren lenn ha skrivañ brezhoneg.
II.
1. Aotren ma (+ v. en amzer-da-zont) : reiñ gwir d'ub. a-benn ma (+ v. en amzer-da-zont).
Aotreit ma'z in d'ho kwelet.
&
Aotren e (+ v. en doare div.) : reiñ gwir d'ub. da (+v. en doare div.).
Aotreet em eus ez afec'h da c'hoari.
2. (dirak un av.)
Teurvezout (ober udb.), bezañ hegarat a-walc'h (evit ober udb.).
Aotreit degemer ma gwellañ gourc'hemennoù.
Ar roue en deus aotreet an dra-se da c'houlenn stard e vamm.
Ar roué en deûz aotréet ann drâ-zé da c'houlenn-stard hé vamm.
1850
Référence :
GON.II.HV
pg goulenn-stard (Le roi l'a accordé à l'instance de sa mère).
aotreañ
ôtréa
1850
Référence :
GON.II
pg aotréa (Accorder. Céder. Concéder. Octroyer. Consentir. Agréer - Hors de Léon, "ôtréa" ou "ôtréi").
aotreiñ
ôtréi
1850
Référence :
GON.II
pg aotréa (Accorder. Céder. Concéder. Octroyer. Consentir. Agréer - Hors de Léon, "ôtréa" ou "ôtréi").
Ur c’hiz dister da guitaat e eskopti e oa hounnezh evit un eskob ; evelato an Aotrou de la Marche a aotreas er memes tra.
Eur c’hiz dister da guitaat he eskopti oa hounnez evit eun eskop ; evelato an Aoutrou de la Marche a aotreaz er memez tra.
1877
Référence :
EKG.I.
p.19
Anna, emezi, gouzout a ran eo ho prasañ c’hoant mont da leanez e kouent Kastell ; aotreet hor boa, ho tad ha me, e vijec’h aet goude an eost a zeu ; bremañ e rankan en em zislavaret. Anna, chomit gant ho preur, n’eñ dilezit ket ; n’en deus tad ebet mui, a-barzh nemeur n’en devezo mamm ebet kennebeut ; lezet e viot evel daou vinor paour war an douar.
Anna, emezhi, gouzout a ran eo ho prasa c’hoant mont da leanez e kouent Kastel ; aotreet hor boa, ho tad ha me, e vichac’h eat goude an eost a zeu ; breman e rankan en em zislavaret. Anna, chomit gand ho preur, n’hen dilezit ket ; n’en deuz tad ebed mui, abarz nemeur n’en devezo mamm ebed ken nebeut ; lezet e viot evel daou vinor paour var an douar.
1878
Référence :
EKG.II
p.170
Pep Barzh en ur dont er Gorsedd a gemer ul lesanv a dle bezañ aotreet gant ar Poellgor.
Pep Barz en eur dont er Gorsedd a gemer eul lez-hano a dle beza aotreet gant ar Pouellgor.
1909
Référence :
REZI
p. 14
Na roit dezhañ da bried nag ho c’hoar, nag ho merc’h, nag ho karez, ha na aotreit ket e veskfe e wad gant hoc’h hini, e trofe da fall an dud yaouank dre brezegennoù ha largentezioù, e savfe e vouezh e kuzuliadegoù an tiegezh, e bodadegoù ar boblad.
Na roït d’ezan da bried nag ho c’hoar, nag ho merc’h, nag ho karez, ha na aotreït ket e veskfe e wad gant hoc’h hini, e trofe da fall an dud yaouank dre brezegennou ha largenteziou, e savfe e vouez e kuzuilhadegou an tiegez, e bodadegou ar boblad.
1923
Référence :
SKET
p.53
N’eus ganeomp nemet ur bedenn d’an doueed : ma aotreint deomp da adgwelout un deiz hag, ac’hann di, ma'z skorint ha ma roint da'z kalon an holl levenez a hetomp dit.
N’eus ganeomp nemed eur bedenn d’an doueed : ma aotreïnt d’eomp da adgwelout eun deiz hag, ac’hann di, m’az skorint ha ma rôint d’az kalon an holl levenez a hetomp d’it.
Da serr-noz e tremenas en o c'heñver kirri skoazellerien-ganolierezh hag an daou gañfard a voe aotreet da sevel en unan anezho ; dezouget e voent evel-se betek Melun. Ar c'hirri ned aent ket larkoc'h : ha setu Yann ha Pêr war ar straed da hanternoz.
Da serr-noz e tremenas en o c'heñver kirri-skoazellerien-ganolierez hag an daou ganfard a voe aotreet da sevel en unan anezo ; dezouget e voent evel-se betek Melun. Ar c'hirri ne daent ket larkoc'h : ha setu Yann ha Per war ar straed da Hanternoz.
1941
Référence :
ARVR
niv.6, p4
Diaes eo degemerout dilec'hiadurioù spontus a live ar mor -betek 3000 metr- e kemend-all a lec'hioù eus ar bed; goulakaet en deus H. Baulig dilec'hiadurioù a 480 metr uhelder e-doug ar Plioken, ha nerzhus a-walc'h eo an enebadennoù savet gant De Martonne hag a ziskouez ar reverzhioù divent e dremm ar bed a vije ret evit hen aotren.
1943
Référence :
TNKN
p67
Breizh a oa bet aotreet gant ar Gouarnamant da sevel un ti e kreiz ar palezioù all, war blasenn an Invalides.
Breiz a oa bet aotreet gant ar Gouarnamant da sevel eun ti e kreiz ar paleziou all, war blasenn an Invalides.
1944
Référence :
EURW.1
p.154
« Mar karit, ma n'hoc'h eus « koresponter » ebet e kêr Sant-Brieg, me a c'houlenno digant ar rener hoc'h aotreiñ da zont da di ma mamm bep Sul kentañ ar miz... »
« Mar keret, ma n'hoc'h eus « koresponter » ebet e kêr Sant-Brieg, me a c'houlenno digant ar Rener hoc'h aotrei da zont da di ma mamm bep sul kenta ar miz... »
1944
Référence :
EURW.1
p54
Pa oan er skol, an taolioù hag ar skouarnadoù a oa aotreet.
Pa oan er skol, an taoliou hag ar skouarnadou a oa aotreet.
1944
Référence :
EURW.1
p21
An Nasion, e Gall, / Ne aotreo biken nep lavar na yezh all ; / Arabat, 'n ho safar, kenderc'hel d’iriennañ : / Rak gwashoc'h a damall ' ve deoc’h en em dennañ.
An Nasion, e Gall, / Ne aotreo biken nep lavar na yez-all ; / Arabat, 'n ho savar, kenderc'hel d’irienna : / Rak gwasoc'h a damall ' ve deoc’h en em denna.
1960
Référence :
PETO
p49
Kaer e voe lavarout dezhañ e oamp aotreet da vont e pep lec'h a-berzh ar Gouarnour, ne voe ket tu d'e zoñvaat.
1985
Référence :
DGBD
p88
Ret eo din ivez reiñ deoc'h da c'houzout penaos, dre zichañs evidoc'h, ne aotrean ket an aesterioù talañ.
2015
Référence :
EHPEA
p206
Met pa vo savet goulennoù un tamm bihan resisoc'h eo [e vo] dav d'ar stourmerien kas ar gazetennerien war-zu ar vouezh-aotreet, pe ar mouezhioù-aotreet, hag a zo desketoc'h war an traoù-se.