Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. A. V.k.e. 1. AOTREN UDB. D'DB. : reiñ gwir d'ub. d'ober udb., lezel ub. d'ober udb. Aotren d'ub. ar pezh a c'houlenn. 2. AOTREN UB. DA (+AV.) : reiñ gwir d'ub. da (+av.). Aotren ar vugale da vont er-maez. & Ent krenn Aotren ub. : reiñ gwir dezhañ (da zelc'her ur garg bnk.). Ken divarrek eo ma ne c'hallomp ket e aotren. B. V.k.d. AOTREN DA UB. (+ AV.): reiñ gwir da ub. da (+ av.). Aotren d'ar vugale chom da sellet ouzh ar skinwel. & Diren. Aotren lenn ha skrivañ brezhoneg. II. 1. Aotren ma (+ v. en amzer-da-zont) : reiñ gwir d'ub. a-benn ma (+ v. en amzer-da-zont). Aotreit ma'z in d'ho kwelet. & Aotren e (+ v. en doare div.) : reiñ gwir d'ub. da (+v. en doare div.). Aotreet em eus ez afec'h da c'hoari. 2. (dirak un av.) Teurvezout (ober udb.), bezañ hegarat a-walc'h (evit ober udb.). Aotreit degemer ma gwellañ gourc'hemennoù.

Skouerioù istorel : 
47
Kuzhat roll ar skouerioù

aotren

1499
Daveenn : LVBCA p25 (autroyer)

aotren

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accorder, exaucer, octroier, autren

aotreet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accorder, exaucer, octroier

aotreet am eus dezhañ e c'houlenn ; roet am eus dezhañ ar pezh a c'houlenne

1732
Daveenn : GReg pg (je lui ai) donné (ce qu'il demandoit, sa grace)

aotreet e c'hras da ur re

1732
Daveenn : GReg pg gras (Faire grace à quelqu'un, pp.)

aotreet e bardon da ur re

1732
Daveenn : GReg pg gras (Faire grace à quelqu'un, pp.)

aotreet ur faver bennak da ur re

1732
Daveenn : GReg pg gratifier (pp.)

aotreet gras da ur re

1732
Daveenn : GReg pg gras (Faire grace à quelqu'un, pp.)

aotreet pardon da ur re

1732
Daveenn : GReg pg gras (Faire grace à quelqu'un, pp.)

aotren e bardon da ur re

1732
Daveenn : GReg pg gras (Faire grace à quelqu'un.)

aotren e c'hras da ur re

1732
Daveenn : GReg pg gras (Faire grace à quelqu'un.)

aotret

1732
Daveenn : GReg pg accorder, choisir, concéder, conférer (donner, octroyer), donner

aotre

1732
Daveenn : GReg pg accorder, choisir, concéder, conférer (donner, octroyer), donner

aotrezet

1732
Daveenn : GReg pg accorder

aotreziñ

1732
Daveenn : GReg pg accorder

aotren ur faver bennak da ur re

1732
Daveenn : GReg pg gratifier

Doue ra 'z aotreo deoc'h ar c'hant doubl er bed-mañ, hag ar gwenvidigezh er bed-hont

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu vous donne le) centuple (en ce monde, & la vie éternelle en l'autre)

aotren pardon da ur re

1732
Daveenn : GReg pg gras (Faire grace à quelqu'un.)

Doue dre e vadelezh, ra aotreo deomp ar c'hras da vennout ha da c'hallout &c.

1732
Daveenn : GReg pg grace (Dieu nous fasse la grace de vouloir, & de pouvoir &c.)

Aotreet am eus dezhañ e c'hras.

1732
Daveenn : GReg pg donné (Je lui ai donné sa grace.)

aotreiñ

1850
Daveenn : GON.II pg aotréa (Accorder. Céder. Concéder. Octroyer. Consentir. Agréer - Hors de Léon, "ôtréa" ou "ôtréi").

Aotreit dezhañ ar pezh a c'houlenn.

1850
Daveenn : GON.II pg aotréa (Accordez-lui ce qu'il demande).

aotren

1850
Daveenn : GON.II pg aotréa (Accorder. Céder. Concéder. Octroyer. Consentir. Agréer - par abus).

Ar roue en deus aotreet an dra-se da c'houlenn stard e vamm.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg goulenn-stard (Le roi l'a accordé à l'instance de sa mère).

aotreañ

1850
Daveenn : GON.II pg aotréa (Accorder. Céder. Concéder. Octroyer. Consentir. Agréer - Hors de Léon, "ôtréa" ou "ôtréi").

aotreañ

1850
Daveenn : GON.II pg aotréa Accorder. Céder. Concéder. Octroyer. Consentir. Agréer).

Ur c’hiz dister da guitaat e eskopti e oa hounnezh evit un eskob ; evelato an Aotrou de la Marche a aotreas er memes tra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.19

Pep Barzh en ur dont er Gorsedd a gemer ul lesanv a dle bezañ aotreet gant ar Poellgor.

1909
Daveenn : REZI p. 14

N’eus ganeomp nemet ur bedenn d’an doueed : ma aotreint deomp da adgwelout un deiz hag, ac’hann di, m’az skorint ha ma roint d’az kalon an holl levenez a hetomp dit.

1923
Daveenn : SKET p.105

Na roit dezhañ da bried nag ho c’hoar, nag ho merc’h, nag ho karez, ha na aotreit ket e veskfe e wad gant hoc’h hini, e trofe da fall an dud yaouank dre brezegennoù ha largentezioù, e savfe e vouezh e kuzuliadegoù an tiegezh, e bodadegoù ar boblad.

1923
Daveenn : SKET p.53

aotreañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aotre

aotren

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aotre

aotren da ub. prezek

1931
Daveenn : VALL pg autorisation

aotren

1931
Daveenn : VALL pg accéder (act.), adhérer (donner son adhésion), admettre (trouver bon), approuver, assentiment, autoriser

aotreañ

1931
Daveenn : VALL pg adjuger (aux enchères)

aotreet

1931
Daveenn : VALL pg accéder, adhérer, admettre, approuver, assentiment, autoriser

aotreet

1931
Daveenn : VALL pg adhérer

aotren ub. da brezek

1931
Daveenn : VALL pg autorisation

Da serr-noz e tremenas en o c'heñver kirri skoazellerien-ganolierezh hag an daou gañfard a voe aotreet da sevel en unan anezho ; dezouget e voent evel-se betek Melun. Ar c'hirri ned aent ket larkoc'h : ha setu Yann ha Pêr war ar straed da hanternoz.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Diaes eo degemerout dilec'hiadurioù spontus a live ar mor -betek 3000 metr- e kemend-all a lec'hioù eus ar bed; goulakaet en deus H. Baulig dilec'hiadurioù a 480 metr uhelder e-doug ar Plioken, ha nerzhus a-walc'h eo an enebadennoù savet gant De Martonne hag a ziskouez ar reverzhioù divent e dremm ar bed a vije ret evit hen aotren.

1943
Daveenn : TNKN p67

« Mar karit, ma n'hoc'h eus « koresponter » ebet e kêr Sant-Brieg, me a c'houlenno digant ar rener hoc'h aotreiñ da zont da di ma mamm bep Sul kentañ ar miz... »

1944
Daveenn : EURW.1 p54

Breizh a oa bet aotreet gant ar Gouarnamant da sevel un ti e kreiz ar palezioù all, war blasenn an Invalides.

1944
Daveenn : EURW.1 p.154

Pa oan er skol, an taolioù hag ar skouarnadoù a oa aotreet.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

An Nasion, e Gall, / Ne aotreo biken nep lavar na yezh all ; / Arabat, 'n ho safar, kenderc'hel d’iriennañ : / Rak gwashoc'h a damall ' ve deoc’h en em dennañ.

1960
Daveenn : PETO p49

Kaer e voe lavarout dezhañ e oamp aotreet da vont e pep lec'h a-berzh ar Gouarnour, ne voe ket tu d'e zoñvaat.

1985
Daveenn : DGBD p88

Ret eo din ivez reiñ deoc'h da c'houzout penaos, dre zichañs evidoc'h, ne aotrean ket an aesterioù talañ.

2015
Daveenn : EHPEA p206

Met pa vo savet goulennoù un tamm bihan resisoc'h eo [e vo] dav d'ar stourmerien kas ar gazetennerien war-zu ar vouezh-aotreet, pe ar mouezhioù-aotreet, hag a zo desketoc'h war an traoù-se.

2015
Daveenn : DISENT p119

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial