Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. Gwir bet digant ub. d'ober udb. Reiñ aotre da ub. d'ober udb. Kaout aotre ub. Kaout aotre digant ub. d'ober udb. Kaout an aotre d'ober udb. Goulenn e aotre digant ub. Ober udb. gant aotre ub. Ober udb. hep aotre ub. HS. asant, urzh. & Trl. Gant aotre an holl : an holl o vezañ a-du, a-unan. II. G. 1. Skrid-testeni a dalvez da lakaat anat en deus an den-mañ-den gwir d'ober tra pe dra. Aotreoù mont ha dont. & Aotre-bleinañ : skrid-testeni kefridiel a ziskouez en deus an den-mañ-den gwir da vleinañ ur rumm karbedoù (pe veur a hini). 2. Difetis Dilez darnel eus e wirioù personel graet gant ub. Kalz aotreoù en deus graet d'e vreur.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

aotreoù

1732
Daveenn : GReg pg concession

aotre

1732
Daveenn : GReg pg choix, concession (octroy de quelque grace, ou privilège)

Kalz aotreoù en deus graet d'e vreur.

1850
Daveenn : GON.II pg aotré (Il a fait plusieurs concessions à son frère).

aotre

1850
Daveenn : GON.II pg aotré (Concession. Accord. Consentement. Agrément.), otré

gant aotre an holl

1850
Daveenn : GON.II pg aotré (d'un commun accord, avec l'agrément de tout le monde).

aotre

1850
Daveenn : GON.II pg aotré (Concession. Accord. Consentement. Agrément. Hors de Léon, "ôtré") ; ôtré

aotreoù

1850
Daveenn : GON.II pg aotré (Concession. Accord. Consentement. Agrément. Pl.)

Eno e savjont o logelloù hag o annez gant aotre ar roueed a-ziwar-dro.

1923
Daveenn : SKET p.90

An deiz-se, Bilzig hag e vreur o devoa bet e aotre digant Saig Jelvest da vont en e vag : — Kae e-barzh, paotr, a c’hourc’hemennas Saig da Vilzig, met bez aketus da deuler dezhi he eor, e-lec’h ma hen kavi.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

Pa chome er gêr, e roe dezho he aotre da vont da c’hoari gant ar re all, e-pad ma veze oc’h ober he ziegezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

Izabel a oa chomet er gêr : redek a rae he lijoù ; he aotre he devoa roet d’he bugale da vont da c’hoari gant ar re all, ha Bilzig, Madelen, Yannig ha Katellig, o-fevar en traezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

aotre

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aotre

kaout e aotreoù

1931
Daveenn : VALL pg autorisation

aotre

1931
Daveenn : VALL pg adhésion, approbation, assentiment, autorisation

Ar sklerijenn a oa gwenn, evel ar sklerijenn a dle teurel Anaon ar Gristenion p’o deus bet aotre digant an Aotrou Doue d’en em ziskouez d’an dud evit reiñ kentel dezho.

1944
Daveenn : ATST p.51

Alan Barveg, Dug a Vreizh, en doa bet aotre e 946 digant e vignon harlu Loeiz IV, roue ar Franked, anavezet gantañ e Londrez, da zigas da Vreizh trevidien c’hall evit kargañ plasoù ar re a oa bet lazhet ha drailhet gant an alouberien norman.

1944
Daveenn : EURW.1 p7

Ur wech, Vallée a lavaras din en dije daou c'hoant : ar c'hentañ e [sic] vije moullañ ur regennad vrezhonek war ar gazetenn La Croix des Côtes du Nord, renet gant e vignon an abad Delangle ; an eil e [a] vije kaout an aotre digant an aotrou chaloni Lebon da sevel ur skol vrezhonek e kolaj Sant-Charlez.

1944
Daveenn : EURW.1 p56

- Biken, emezañ evel o komz dezhañ e-unan, n'em bezo aotre digant an Tad-Mestr da skoulmañ ar seurt kengarantez ganeoc'h.

1949
Daveenn : SIZH p.49

An droc'herien goad a ra ivez kement-se evit bevenniñ ar rann o devez bet aotre da labourat enni, koulz hag evit klask ar gwez a vo da ziskar.

1985
Daveenn : DGBD p40

an daou beul-se ne oa ket bet aotre d'o sevel, a c'haller soñjal, nemet e penn traoñ an iliz, ar pellañ ma voe gallet diouzh al lodenn gozh, kuit d'ober dismegañs dezhi

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Bepred e veze [an den-se] prest ha kontant, evel-just, ha pa vefe evit reiñ an dorn en ur festival enepnukleel, kemer perzh en ur staj hag en un obererezh a disenterezh keodedel a-enep tennadenn an M51 -un "enselladenn keodedel" an hini e oa, da lâret eo mont e-barzh kreizenn an arme hep aotre ha daleañ tennadenn ar misil ar pellañ ar gwellañ.

2015
Daveenn : DISENT p137

"Ma pakit ar muntrer e profin dit un ti hep aotre," a youc'h war ma lerc'h.

2015
Daveenn : EHPEA p178

Diwar neuze ne'm eus adwelet na Tanos na ma div verc'h. Er penn-kentañ, peogwir ne'm boa ket aotre digantañ.

2015
Daveenn : EHPEA p58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial