Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. Gwir bet digant ub. d'ober udb. Reiñ aotre da ub. d'ober udb. Kaout aotre ub. Kaout aotre digant ub. d'ober udb. Kaout an aotre d'ober udb. Goulenn e aotre digant ub. Ober udb. gant aotre ub. Ober udb. hep aotre ub. HS. asant, urzh. & Trl. Gant aotre an holl : an holl o vezañ a-du, a-unan. II. G. 1. Skrid-testeni a dalvez da lakaat anat en deus an den-mañ-den gwir d'ober tra pe dra. Aotreoù mont ha dont. [1954] Mont a rae da chaseal, ha pakañ a rae koulz ha den gedon, klujiri, lern, en ur ger, ar pezh a gave, met nepred ne deurveze prenañ un aotre da vale bro gant e fuzuilh. & Aotre-bleinañ : skrid-testeni kefridiel a ziskouez en deus an den-mañ-den gwir da vleinañ ur rumm karbedoù (pe veur a hini). 2. Difetis Dilez darnel eus e wirioù personel graet gant ub. Kalz aotreoù en deus graet d'e vreur.

Exemples historiques : 
25
Masquer la liste des exemples

aotre

1732
Référence : GReg pg choix, concession (octroy de quelque grace, ou privilège)

aotreoù

1732
Référence : GReg pg concession

aotre

1850
Référence : GON.II pg aotré (Concession. Accord. Consentement. Agrément.), otré

Kalz aotreoù en deus graet d'e vreur.

1850
Référence : GON.II pg aotré (Il a fait plusieurs concessions à son frère).

aotre

1850
Référence : GON.II pg aotré (Concession. Accord. Consentement. Agrément. Hors de Léon, "ôtré") ; ôtré

gant aotre an holl

1850
Référence : GON.II pg aotré (d'un commun accord, avec l'agrément de tout le monde).

aotreoù

1850
Référence : GON.II pg aotré (Concession. Accord. Consentement. Agrément. Pl.)

Eno e savjont o logelloù hag o annez gant aotre ar roueed a-ziwar-dro.

1923
Référence : SKET p.90

Pa chome er gêr, e roe dezho he aotre da vont da c’hoari gant ar re all, e-pad ma veze oc’h ober he ziegezh.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

Izabel a oa chomet er gêr : redek a rae he lijoù ; he aotre he devoa roet d’he bugale da vont da c’hoari gant ar re all, ha Bilzig, Madelen, Yannig ha Katellig, o-fevar en traezh.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

An deiz-se, Bilzig hag e vreur o devoa bet e aotre digant Saig Jelvest da vont en e vag : — Kae e-barzh, paotr, a c’hourc’hemennas Saig da Vilzig, met bez aketus da deuler dezhi he eor, e-lec’h ma hen kavi.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 46, p.1089 (Here 1924)

aotre

1927
Référence : Geri.Ern pg aotre

aotre

1931
Référence : VALL pg adhésion, approbation, assentiment, autorisation

kaout e aotreoù

1931
Référence : VALL pg autorisation

Alan Barveg, Dug a Vreizh, en doa bet aotre e 946 digant e vignon harlu Loeiz IV, roue ar Franked, anavezet gantañ e Londrez, da zigas da Vreizh trevidien c’hall evit kargañ plasoù ar re a oa bet lazhet ha drailhet gant an alouberien norman.

1944
Référence : EURW.1 p7

Ar sklerijenn a oa gwenn, evel ar sklerijenn a dle teurel Anaon ar Gristenion p’o deus bet aotre digant an Aotrou Doue d’en em ziskouez d’an dud evit reiñ kentel dezho.

1944
Référence : ATST p.51

Ur wech, Vallée a lavaras din en dije daou c'hoant : ar c'hentañ e [sic] vije moullañ ur regennad vrezhonek war ar gazetenn La Croix des Côtes du Nord, renet gant e vignon an abad Delangle ; an eil e [a] vije kaout an aotre digant an aotrou chaloni Lebon da sevel ur skol vrezhonek e kolaj Sant-Charlez.

1944
Référence : EURW.1 p56

- Biken, emezañ evel o komz dezhañ e-unan, n'em bezo aotre digant an Tad-Mestr da skoulmañ ar seurt kengarantez ganeoc'h.

1949
Référence : SIZH p.49

Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma 'z aent bemdeiz da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar ; alies zoken, daoust ha ma veze kalz frankoc'h an traoù gant o c'herent eget gant Biz Kamm hag E-Mari Dremel, ur pennad lostenn vrizh a weled o tifloupañ diouzh ur rog bennak e foñs o bragoù, ha pa vije bragoù mab an Aotrou Maer.

1954
Référence : VAZA p.28

Mont a rae da chaseal, ha pakañ a rae koulz ha den gedon, klujeri [sic, klujiri], lern, en ur ger, ar pezh a gave, met nepred ne deurveze prenañ un aotre da vale bro gant e fuzuilh.

1954
Référence : VAZA p.21

An droc'herien goad a ra ivez kement-se evit bevenniñ ar rann o devez bet aotre da labourat enni, koulz hag evit klask ar gwez a vo da ziskar.

1985
Référence : DGBD p40

an daou beul-se ne oa ket bet aotre d'o sevel, a c'haller soñjal, nemet e penn traoñ an iliz, ar pellañ ma voe gallet diouzh al lodenn gozh, kuit d'ober dismegañs dezhi

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

"Ma pakit ar muntrer e profin dit un ti hep aotre," a youc'h war ma lerc'h.

2015
Référence : EHPEA p178

Diwar neuze ne'm eus adwelet na Tanos na ma div verc'h. Er penn-kentañ, peogwir ne'm boa ket aotre digantañ.

2015
Référence : EHPEA p58

Bepred e veze [an den-se] prest ha kontant, evel-just, ha pa vefe evit reiñ an dorn en ur festival enepnukleel, kemer perzh en ur staj hag en un obererezh a disenterezh keodedel a-enep tennadenn an M51 -un "enselladenn keodedel" an hini e oa, da lâret eo mont e-barzh kreizenn an arme hep aotre ha daleañ tennadenn ar misil ar pellañ ar gwellañ.

2015
Référence : DISENT p137

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux