Télécharger les mots parents digerent kar kerentiet kerentiezh
Job ha Lom a oa kendirvi kompez evit o brasañ maleur, rak dre ma oant kerent eo e teujont d’en em zaremprediñ ; evit o brasañ maleur ivez e oant o chom o-daou e kêr Lan[n]urgad, rak, panevet se, marteze, an amzer he dije lakaet fin d’o darempredoù.
Hag, evit lavarout ar wirionez penn-da-benn, o c’herent, ma c’houlennent diganto un dra bennak, ne raent ket fout gant respontoù, rak gouzout a raent, kerkoulz ha n’eus forzh piv, n’o doa ket an daou baotr yaouank kozh o far e kanton Pleiben da livañ gevier kaer.
Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz.
- Gwechall, em yaouankiz munudik, on bet o skrapañ per... hag avaloù... ha kastrilhez... ha... e jardin un amezegez kozh, e-tal ti va c'herent.
- Mar fell dit bezañ savetaet, dilez da vro, da gerent, da deñzorioù, ha deus d'am heul !
Pa zeuis [er]-maez, ken bamet, ken fromet hag ur pirc’hirin o pellaat diouzh un iliz vrudet, ne oan ket, ha pa vije bet kinniget din holl vadoù ar bed, evit distreiñ va spered a-ziwar kement tra am boa bet an eurvad da barañ va selloù warno : skeudennoù an Impalaer hag e gerent, ar salioù bras pe vihan, ma krogas Napoleonig da zeskiñ enno komz ha kerzhout, pazennoù kignet an diri ma pignas ken alies ganto, ha dreist-holl ar gourvezvank stok ouzh ar voger m’en em ledas warnañ Laetitia Buonaparte ar Sulvezh ma rankas a-greiz an oferenn-bred redek a-dizh d’ar gêr da c’henel ur bugel ken burzhudus.
Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù-bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d'ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.
Gouez d'am c'herent all, tamm ebet ne denne na d'e dad na d'e vamm, tud ken fur ha ken sioul ha n'eus forzh piv ; diouzh an avel 'ta en divije dleet ober tataig.
Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma'z aent bemdez da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar ; alies zoken, daoust ha ma veze kalz frankoc'h an traoù gant o c'herent eget gant Biz Kamm hag E-Mari Dremel, ur pennad lostenn vrizh a weled o tifloupañ diouzh ur rog bennak e foñs o bragoù, ha pa vije bragoù mab an Aotrou Maer.
Daoust da se, leuskel a reas ar gouel c’hwitet se kasoni ha c’hwervoni da c’horiñ e meur a galon : a-drugarez d’Ernest Renan ha da Gergezeg, kerent ha mignoned a-viskoazh a stagas d’en em zebriñ ha darn ’zo a vroc’has da viken an eil ouzh egile.
N’ouzon ket da bet martolod hag isofisier e tegouzhas bezañ sachet dre gaer pe dre heg e ti bourc’hizien pe noblañs, ha diouzh o c’hlevout, e veze graet dezho evel pa vijent bet kerent tost oc’h adkavout o bro hag o zud.
War an daol e tivogede eveljust [evel-just] ar Samovar, ul lestr kouevr n’heller ket tremen hepdañ e Rusia, un arm a bren da gentañ an holl briejoù yaouank kent sevel tiegezh, gant n’o devefe ket kavet unan all a-ziwarlerc’h [a-ziwar-lerc’h] o c’herent.
Na pegen iskis, emezon, eo va flanedenn ! lakaet eo bet din kerzhout war roudoù meur a hini eus va c’herent a-gent.
Fellout a ra din ma tilezoc'h kement labour all a zo ha ma selloc'h pizh ouzh taolenn lignez Yerasimos Nasiotis. Fellout a ra din gouzout ha kerent en deus e Bro-C'hres ha pelec'h emaint o chom.
Abalamour ma skoomp gant o zuioù gwan -o gevier, o sekredoù vil, o itrikadennoù n'int ket evit anzav, o dispignoù pompadus ha kement zo...- e kollont kred e-keñver o fratikoù, o dilennerien, o c'henseurted er broioù all, ha betek o c'herent hag o mignoned.
Nikitópoulos a lavare atav ne rae an digousted vad na d'ar skol na d'ar gerent.
Mots précédents
Mots suivants
kerentiad