I.
H.b.
1. Berrentez, boued dh., paourentez.
Da heul ar brezel e teuas bosenn ha kernez. Ur bloavezh kernez. Padout a rae ar gernez.
&
Trl. skeud. (db. an dud)
Bizied-ar-gernez : den tost d'e zanvez.
2. B.
Prantad diouer a voued.
Dont a reas ur gernez vras, ar beorien a varve gant an naon.
HS. dienez, naonegezh.
II.
H.b.
Keraouez.
Kernez zo war ar c'hirri-tan bremañ.
&
Lakaat kernez da zont : prenañ kementadoù bras eus ur c'henderc'had da lakaat e briz da greskiñ.
HS. kerteri.
bloavezh ar gernez a voe er bloaz mil c'hwec'h kant daou ha tri ugent
bloazvez ar guernez a voüe èr bloaz mil c'huec'h cant, daou ha try-uguent
1732
Référence :
GReg
pg (l'année de la) chereté (fut en 1661)
kernez
qernez
1732
Référence :
GReg
pg chereté
Ur gernez vras a vezo war ar saout.
Eur gernez vrâz a vézô war ar zaoud.
1850
Référence :
GON.II
pg kernez (Il y aura une grande cherté sur le prix des bêtes à cornes).
kernez
1850
Référence :
GON.II
pg kéraouégez, kéraouez, kernez (Cherté, prix excessif des choses qui sont à vendre).
Ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dihegar, Savet da gontammiñ pep mad zo war an douar ; Genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro ; Ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh.
Eur mergl milliget eo, eur c'hlenved disegar, Savet da gountammi pep mad zo war ann douar ; Genel a ra bosen ha kernez tro war dro ; Oc'h he heul kasoni e pep leac'h , e peb bro, a laka dre ar bed brezel ha lazerez.
1867
Référence :
MGK
p2
Aviusoc'h eo stad lapoused ar C'hrouer / Rak, ouzh o fasturañ, Doue an Tad a vourr. / Padal emaomp hep skor e-kreiz ur gernez yud / A laosk, en hor c'heñver, didruez-kaer, an dud.
Aviusoc'h eo stad lapoused ar C'hrouer / Rak, ouz o fastura, Doue an Tad a vourr. / Padal emaomp hep skor e-kreiz ur gernez yud / A laosk, en hor c'heñver, didruez-kaer, an dud.