Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Berrentez, boued dh., paourentez. Da heul ar brezel e teuas bosenn ha kernez. Ur bloavezh kernez. Padout a rae ar gernez. & Trl. skeud. (db. an dud) Bizied-ar-gernez : den tost d'e zanvez. 2. B. Prantad diouer a voued. Dont a reas ur gernez vras, ar beorien a varve gant an naon. HS. dienez, naonegezh. II. H.b. Keraouez. Kernez zo war ar c'hirri-tan bremañ. & Lakaat kernez da zont : prenañ kementadoù bras eus ur c'henderc'had da lakaat e briz da greskiñ. HS. kerteri.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kernez

1499
Daveenn : LVBCA p113 (charite)

kernez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cherté, famine

bloavezh ar gernez a voe er bloaz mil c'hwec'h kant daou ha tri ugent

1732
Daveenn : GReg pg (l'année de la) chereté (fut en 1661)

kernez

1732
Daveenn : GReg pg chereté

Ur gernez vras a vezo war ar saout.

1850
Daveenn : GON.II pg kernez (Il y aura une grande cherté sur le prix des bêtes à cornes).

kernez

1850
Daveenn : GON.II pg kéraouégez, kéraouez, kernez (Cherté, prix excessif des choses qui sont à vendre).

Ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dihegar, Savet da gontammiñ pep mad zo war an douar ; Genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro ; Ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh.

1867
Daveenn : MGK p2

Aviusoc'h eo stad lapoused ar C'hrouer / Rak, ouzh o fasturañ, Doue an Tad a vourr. / Padal emaomp hep skor e-kreiz ur gernez yud / A laosk, en hor c'heñver, didruez-kaer, an dud.

1960
Daveenn : PETO p32

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial