1. Doare d'an dud pe da loened zo da zilec'hiañ en ur ober kammedoù.
Ar c'herzhed en traezh zo skuizhus. Adkavout ar c'herzhed goude bezañ bet seizet.
&
Trl. pemdez
Kas ub. war ar c'herzhed : e gas diwar-dro.
2. Stumm da gerzhet.
Anavezout ub. diouzh e gerzhed. Sell ouzh e gerzhed sonn !
HS. kerzh.
3. (db. an traoù)
Oberiadur dilec'hiañ.
Hag e save e selloù etrezek ar stered da studiañ dre o doare hag o c'herzhed pet eur e c'halle bezañ.
4. Hed hent a zleer ergerzhet.
Daoust ma oa ur pennad mat a gerzhed.
[...] ha neuze an aelez a kemeras he korf hag en dougas betek menez Sinai (goude ugent devezh kerzhed ac'hane) hag eno en sebeilhjont enorablamant, [...]
[...] ha neuse an aelez a comeras he corph hac en dougos bede menez synay (goude vnguent dezuez queryet a hane) hac eno en sebellysont enorablemẽt, [...]
1576
Référence :
Cath
p24
kerzhed sonn
querzet son
1659
Référence :
LDJM.1
pg demarche (graue)
kerzhed solenn
qerzed solenn
1732
Référence :
GReg
pg demarche (grave)
diouzh e gerzhed, me a wel ervat penaos…
diouc'h e guerzed, me a vell èrvad penaus
1732
Référence :
GReg
pg allure
kerzhed
qerzed
1732
Référence :
GReg
pg allure
dek devezh kerzhed
decq dervez qerzed
1732
Référence :
GReg
pg (dix journées de) chemin
kerzhed ul lestr
qerzed ul lestr
1732
Référence :
GReg
pg (l') erre (d'un vaisseau)
ar c'herzed
ar qerzed
1732
Référence :
GReg
pg demarche (on prononce, ar c'herzed)
kerzhed sonn
qersed sonn
1732
Référence :
GReg
pg demarche (grave)
Me en enev diouzh e gerzhed.
Me èn ene diouc'h e guerzed.
1732
Référence :
GReg
pg demarche (Je le connois à sa demarche.)
E anavezet [e]m eus diouzh e gerzhed.
Hé anavézed am eûz diouc'h hé gerzed.
1850
Référence :
GON.II
pg kerz (Je l'ai reconnu à son marcher, à sa démarche).
kerzhed
kerc'hed
1850
Référence :
GON.II
pg kerz ou kerzed (Marche. Démarche. Allure. Train. En Vannes), dévez-kerz
Na glask ket drevezañ ar re-all, nag en o gwiskamant, nag en o c’herzhed, nag en o emzalc’h, nag en o doare prezeg, menoziañ pe oberiañ. Na c’hoanta nag o c’heneilder, nag o meuleudi, nag o strakadoù-daouarn.
Na glask ket dreveza ar re-all, nag en o gwiskamant, nag en o c’herzed, nag en o emzalc’h, nag en o doare prezeg, menozia pe oberia. Na c’hoanta nag o c’heneilder, nag o meuleudi, nag o strakadou-daouarn[2].
Yen e oa ; erc'h a gouezhe stank, hag ar c'herzhed a oa diaes war an douar skornet.
Yen e oa ; erc'h a goueze stank, hag ar c'herzed a oa diaes war an douar skornet.
1944
Référence :
EURW.1
p36
Ha gant se e vez disheñvel, n'eo ket hepken kerzhed al lestr, met ivez an drouz a ra en ur fregiñ an dour, re-bar eo bremañ e vije o vont a-dreuz ul lennad eoul, ha kreñvik an donn dindanañ koulskoude.