Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doare d'an dud pe da loened zo da zilec'hiañ en ur ober kammedoù. Ar c'herzhed en traezh zo skuizhus. Adkavout ar c'herzhed goude bezañ bet seizet. & Trl. pemdez Kas ub. war ar c'herzhed : e gas diwar-dro. 2. Stumm da gerzhet. Anavezout ub. diouzh e gerzhed. Sell ouzh e gerzhed sonn ! HS. kerzh. 3. (db. an traoù) Oberiadur dilec'hiañ. Hag e save e selloù etrezek ar stered da studiañ dre o doare hag o c'herzhed pet eur e c'halle bezañ. 4. Hed hent a zleer ergerzhet. Daoust ma oa ur pennad mat a gerzhed.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

[...] ha neuze an aelez a kemeras he korf hag en dougas betek menez Sinai (goude ugent devezh kerzhed ac'hane) hag eno en sebeilhjont enorablamant, [...]

1576
Daveenn : Cath p24

kerzhed sonn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg demarche (graue)

kerzhed solenn

1732
Daveenn : GReg pg demarche (grave)

diouzh e gerzhed, me a wel ervat penaos…

1732
Daveenn : GReg pg allure

kerzhed

1732
Daveenn : GReg pg allure

dek devezh kerzhed

1732
Daveenn : GReg pg (dix journées de) chemin

kerzhed ul lestr

1732
Daveenn : GReg pg (l') erre (d'un vaisseau)

ar c'herzed

1732
Daveenn : GReg pg demarche (on prononce, ar c'herzed)

kerzhed sonn

1732
Daveenn : GReg pg demarche (grave)

Me en enev diouzh e gerzhed.

1732
Daveenn : GReg pg demarche (Je le connois à sa demarche.)

E anavezet [e]m eus diouzh e gerzhed.

1850
Daveenn : GON.II pg kerz (Je l'ai reconnu à son marcher, à sa démarche).

kerzhed

1850
Daveenn : GON.II pg kerz ou kerzed (Marche. Démarche. Allure. Train. En Vannes), dévez-kerz

Daou zevezh kerzhed a zo ac'hann di.

1850
Daveenn : GON.II pg kerz

kerzhed

1850
Daveenn : GON.II pg kerz ou kerzed (Marche. Démarche. Allure. Train).

n'eo ket difonn en e gerzhed

1850
Daveenn : GON.II pg difounn

ar c'herzhed

1850
Daveenn : GON.II pg kerz (le marcher).

Na glask ket drevezañ ar re-all, nag en o gwiskamant, nag en o c’herzhed, nag en o emzalc’h, nag en o doare prezeg, menoziañ pe oberiañ. Na c’hoanta nag o c’heneilder, nag o meuleudi, nag o strakadoù-daouarn.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

"kerzhed" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.121 « Geriadurig », "Marche, démarche".

devezhiad kerzhed

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -ad.1 (journée de marche

kerzhed

1931
Daveenn : VALL pg allure

ar c'herzhed

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XIX

Yen e oa ; erc'h a gouezhe stank, hag ar c'herzhed a oa diaes war an douar skornet.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

Ha gant se e vez disheñvel, n'eo ket hepken kerzhed al lestr, met ivez an drouz a ra en ur fregiñ an dour, re-bar eo bremañ e vije o vont a-dreuz ul lennad eoul, ha kreñvik an donn dindanañ koulskoude.

1985
Daveenn : DGBD p12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial