I. Str.
Doare haleg bihan, o anv spesad Salix viminalis, a gresk en douaroù gleb, dezho skourroù gwevn a dalvez d'oberiañ kevell, paneroù, h.a.
Ur steudad aozilh.
&
Ur vodenn aozilh : un aozilhenn.
II. H.g.
Prenn ar brousgwez-se a oberier kevell, paneroù, h.a. gantañ.
Aozilh melen. Un hordenn aozilh. Sevel boutegoù gant aozilh. Ur wialenn, ur gaoued aozilh.
&
Aozilh gwenn : bet poazhet ha diblusket.
Ur baner aozilh gwenn.
HS. gwiad.
panerig aozilh evit lakaat da ziverañ ar pezh a vez bet paredet
panericq osilh evit lacqât da ziverra ar pez a vez bet paredet
1732
Référence :
GReg
pg clayon
paner aozilh
paner-ausilh
1732
Référence :
GReg
pg corbeille (grand panier)
paneroù aozilh
panerou-ausilh
1732
Référence :
GReg
pg corbeille (grand panier)
aozilh
aozil
1850
Référence :
GON.II
pg aozil (Osier, arbrisseau. De l'osier), ozil
Ur c'havell aozilh en deus prenet evit e vab bihan.
Eur c'havel aozil en deûz préned évid hé vâb bihan.
1850
Référence :
GON.II
pg aozil (Il a acheté un berceau d'osier pour son petit-fils).
aozilh
ôzil
1850
Référence :
GON.II.HV
pg aozil (Hors de Léon, "ôzil") (Osier, arbrisseau. De l'osier), pg ozil
E-touez ar Gelted ez oa ar skoed (skêto-) mentet bras pe vihan, neuziet kelc’hiek, hir-gelc’hiek pe hir-garrezennek, da zanvez dezhañ rusk, prenn pe aozilh goloet a lêr, pe metal nemetken (ur follenn arem gwagennet peurliesañ).
E-touez ar Gelted ez oa ar skoed (skêto-) mentet bras pe vihan, neuziet kelc’hiek, hir-gelc’hiek pe hir-garrezennek, da zanvez d’ezan rusk, prenn pe aozilh golôet a ler, pe metal nemetken (eur follenn arem goagennet peurliesa).
1923
Référence :
SKET
p.78
Poellek ha difrae e teuas o labour gant ar Skaled : da doullañ ar c’hleuzioù e raent gant pigelloù ha palioù, hag an atredoù diouto a gasent er-maez war-bouez sec'hier lêr pe gestoù ha boutegi aozilh.
Poellek ha difrae e teuas o labour gand ar Skaled : da doulla ar c’hleuziou e raent gant pigellou ha paliou, hag an atredou diouto a gasent er-maez war-bouez sehier ler pe gestou ha boutegi aozilh.
1923
Référence :
SKET
p.127-128
Hemañ a oa azezet ouzh taol ar sal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-gleiz, ar c’hure, an daou archer, hag ar sakrist en toull an nor, hag er-maez, el liorzh, ar vugale hag o zud, war an daol, dirak ar barner, div wialenn aozilh.
Heman a oa azeet eus tôl ar zal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-glei, ar c’hure, an daou archer, hag ar zakrist en toull an nor, hag er-mêz, el liorz, ar vugale hag o zud, war an dôl, dirag ar barner, diou wialenn ozil.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)