Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Str. Doare haleg bihan, o anv spesad Salix viminalis, a gresk en douaroù gleb, dezho skourroù gwevn a dalvez d'oberiañ kevell, paneroù, h.a. Ur steudad aozilh. & Ur vodenn aozilh : un aozilhenn. II. H.g. Prenn ar brousgwez-se a oberier kevell, paneroù, h.a. gantañ. Aozilh melen. Un hordenn aozilh. Sevel boutegoù gant aozilh. Ur wialenn, ur gaoued aozilh. & Aozilh gwenn : bet poazhet ha diblusket. Ur baner aozilh gwenn. HS. gwiad.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

aozilhenn

1499
Daveenn : LVBCA p25 (osier)

aozilh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg osier

panerig aozilh evit lakaat da ziverañ ar pezh a vez bet paredet

1732
Daveenn : GReg pg clayon

paner aozilh

1732
Daveenn : GReg pg corbeille (grand panier)

paneroù aozilh

1732
Daveenn : GReg pg corbeille (grand panier)

aozilh

1850
Daveenn : GON.II pg aozil (Osier, arbrisseau. De l'osier), ozil

Ur c'havell aozilh en deus prenet evit e vab bihan.

1850
Daveenn : GON.II pg aozil (Il a acheté un berceau d'osier pour son petit-fils).

aozilh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg aozil (Hors de Léon, "ôzil") (Osier, arbrisseau. De l'osier), pg ozil

E-touez ar Gelted ez oa ar skoed (skêto-) mentet bras pe vihan, neuziet kelc’hiek, hir-gelc’hiek pe hir-garrezennek, da zanvez dezhañ rusk, prenn pe aozilh goloet a lêr, pe metal nemetken (ur follenn arem gwagennet peurliesañ).

1923
Daveenn : SKET p.78

Poellek ha difrae e teuas o labour gant ar Skaled : da doullañ ar c’hleuzioù e raent gant pigelloù ha palioù, hag an atredoù diouto a gasent er-maez war-bouez sec'hier lêr pe gestoù ha boutegi aozilh.

1923
Daveenn : SKET p.127-128

Hemañ a oa azezet ouzh taol ar sal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-gleiz, ar c’hure, an daou archer, hag ar sakrist en toull an nor, hag er-maez, el liorzh, ar vugale hag o zud, war an daol, dirak ar barner, div wialenn aozilh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

aozilh

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aozilh

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial