Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an danvez) Bet prientet e doare da vezañ labouret. Pri aozet da vañsonat. 2. (db. ar boued, ar predoù, h.a.) Zo prientet. Ur guchenn vara aozet gant an ed kentañ. Un traet aozet hervez gouiziegezh al louzaouer. Tañva sonerezh Sean O Riada aozet a-fetepañs. 3. Bet dreset, lakaet e stad vat. & Zo lakaet en ur stad fall. Ar Werc'hez a voe glac'haret o welet korf he mab penaos e oa aozet. Penaos e oa aozet ma c'hompagnun. [1923] E toull an aber e voe taget o listri gant ur barrad-amzer, hag int bet hanteraozet hepken gant berrek ez oant bet paket. 4. Renket a-ratozh. Divizoù aozet ho lakay da gemer ar gaou evit ar wirionez. 5. (db. ar skridoù, ar filmoù, ar sonerezh) Kemmet ar stumm orin pe an danvez anezhañ evit bezañ c'hoariet gant un arz pe ur benveg seniñ disheñvel. Pezh-c'hoari Yeun ar Go aozet evit ar skinwel.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

aozet-mat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg accomoder

Aozet en deus ar meuz-boued-hont e-giz pesked ha padal ez eo kig eo.

1732
Daveenn : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

Aozet en deus ar meuz-boued-hont e-giz da besked ha padal ez eo kig eo.

1732
Daveenn : GReg pg guise (Il a preparé ce mets en guise de poisson, & c'est de la viande.)

aozet

1732
Daveenn : GReg pg accomoder

E toull an aber e voe taget o listri gant ur barrad-amzer, hag int bet hanteraozet hepken gant berrek ez oant bet paket ; hag e freuzjont dindan o zreid.

1923
Daveenn : SKET p.117

En gortoz eus an droad-se eo e oa bet an holl diez naetaet penn-da-benn, aozet, adfichet a-nevez-flamm, kaeraet gant barroù glas ha bleunioù.

1923
Daveenn : SKET p.62

Laouen-meurbet Janedig : seblantout a rae dezhi penaos e oa bet krouet ha ganet evit bezañ pinvidik, evit azezañ eus [ouzh] taol gant ar markizezed, evit debriñ meuzioù aozet gant ur mestr-keginer, evit bezañ servijet en pladoù arc’hant gant mitizhien aketus, soupl a gorf hag a spered evit ober he holl c’hoantegezhioù.

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

aozet diouzh ar yaouankiz

1931
Daveenn : VALL pg adapter (adapté à l'usage de la jeunesse)

gwall aozet

1931
Daveenn : VALL pg (grièvement) blessé

Al lestr moroniezh gall Président Théodore Tissier da skouer, anezhañ unan eus ar gwellañ aozet, en deus graet meur a rummad sontadoù er Meurvor Atlantel hag er morioù o vevenniñ Europa, hag ivez al lestr alaman Meteor en Atlanteg ar Su.

1943
Daveenn : TNKN p12

Ar bevañs a oa disheñvel diouzh hini Gwengamp ; ne oa ket da glemm, boued aozet-mat, servijet a-c'hiz gran gant mevelien gempenn ; jistr, pep hini pezh a gare, ha gwin da Sul, chokolad da beder eur.

1944
Daveenn : EURW.1 p51

Goude bezañ dibabet hag aozet ar gweleoù e tiskenned d'ar refektouer, da zibab un daol.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Ha moarvat, rak roet eo bet deoc'h ho lod skiant-prenañ gant an Aotrou Doue ; moarvat n'oc'h ket dic'houzvez eus talvoudegezh pennañ ar reolenn-se, a voe aozet gant furien, a anaveze ervat koustiañs ar venec'h.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Ur weladenn dre gêr a zo bet aozet evit an dreizhidi.

1985
Daveenn : DGBD p13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial