1. Golo a bak frouezh, had pe legumaj zo, penn-da-benn pe ul lodenn anezho.
Ur glorenn mez. Klorenn fav. Lemel ar glorenn vihan diwar ar c'histin.
DHS. balog, bolc'h, krogenn.
2. Golo razek ar vioù.
E klorenn ur vi ez eus div zourenn : ar melen hag ar gwenn. Seizh vi heñvel o c'hlorenn ouzh parch.
&
Trl. skeud.
Klask serriñ ar bed en ur glorenn vi : klask ober udb. dic'hallus.
3. Golo razek zo gronnet gantañ korf ar c'hresteneged ha korf ar braz eus ar blotviled.
Ur c'hrank o vont da gemmañ e glorenn. Klorenn un istrenn.
HS. krogenn.
4. Golo koar tanav a stank an toulloù en ur ruskenn gwenan.
Ar glorenn koar tanav ledet war an toulloù.
5. Kementad bihan eus un danvez blot bnk.
Ur glorenn amanenn.
DHS. begad, ivinad, kontellad.
6. Korf.
Klorenn ar penn : klopenn.
DHS. krogenn.
7. Unan eus pladennoù ur ventel.
[1944] klorenn ar valañs da vrallañ en e enep.
HS. pladenn, skudell.
8. Bageerezh
Kouc'h.
HS. korf.
&
Ar glorenn sec'h : ar c'houc'h hep paramantoù na fardaj.
Référence :
GReg
pg crane (le test qui couvre, & renferme le cerveau & le cervelet)
klorenn
cloren
1732
Référence :
GReg
pg écosse (couverure de pois, de feves, de lentilles)
klorenn kesten
cloren-qesten
1732
Référence :
GReg
pg bogue (la couverture picquante de la châteigne)
klorenn
cloreñ
1732
Référence :
GReg
pg coque (écorce dure)
klorenn
kloren
1850
Référence :
GON.II
pg klor (Voyez "kloren"), pg kloren (Boîte, et, en général, toute enveloppe. Pl. "klorenneu", ou simplement "klor").
klorennoù
klorenneu
1850
Référence :
GON.II
pg kloren (Boîte, et, en général, toute enveloppe. Pl. "klorenneu", ou simplement "klor").
klor
1850
Référence :
GON.II
pg kloren (Boîte, et, en général, toute enveloppe. Pl. "klorenneu", ou simplement "klor").
klorenn ar penn
kloren er penn
1850
Référence :
GON.II
pg kloren (Vannes, crâne).
An Durocher (sic) en doa c'hoant ma vije krouet ur gannadelezh eus ar gevredigezh evit Pariz, hag e-unan da gannad meur. Siwazh, hor mouezhioù-ni a lakaas klorenn ar valañs da vrallañ en e enep, hag an Estourbeillon a voe anvet.
An Durocher (sic) en doa c'hoant ma vije krouet eur gannadelez eus ar gevredigez evit Pariz, hag e-unan da gannad meur. Siouaz, hor moueziou-ni a lakaas klorenn ar valañs da vralla en e enep, hag an Estourbeillon a voe anvet.
1944
Référence :
EURW.1
p.133
Note d'étude
Sellet ivez ouzh ar ger "sklorenn".
Lenn a reer e GON.II eo "kloren" ur gêr eus Bro-Wened.