Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Golo a bak frouezh, had pe legumaj zo, penn-da-benn pe ul lodenn anezho. Ur glorenn mez. Klorenn fav. Lemel ar glorenn vihan diwar ar c'histin. DHS. balog, bolc'h, krogenn. 2. Golo razek ar vioù. E klorenn ur vi ez eus div zourenn : ar melen hag ar gwenn. Seizh vi heñvel o c'hlorenn ouzh parch. & Trl. skeud. Klask serriñ ar bed en ur glorenn vi : klask ober udb. dic'hallus. 3. Golo razek zo gronnet gantañ korf ar c'hresteneged ha korf ar braz eus ar blotviled. Ur c'hrank o vont da gemmañ e glorenn. Klorenn un istrenn. HS. krogenn. 4. Golo koar tanav a stank an toulloù en ur ruskenn gwenan. Ar glorenn koar tanav ledet war an toulloù. 5. Kementad bihan eus un danvez blot bnk. Ur glorenn amanenn. DHS. begad, ivinad, kontellad. 6. Korf. Klorenn ar penn : klopenn. DHS. krogenn. 7. Unan eus pladennoù ur ventel. [1944] klorenn ar valañs da vrallañ en e enep. HS. pladenn, skudell. 8. Bageerezh Kouc'h. HS. korf. & Ar glorenn sec'h : ar c'houc'h hep paramantoù na fardaj.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

kloezrenn fav

1499
Daveenn : LVBCA p76, 116 ('cosse de fève')

klorenn u

1732
Daveenn : GReg pg coque (d'oeufs)

klorenn ar penn

1732
Daveenn : GReg pg crane (le test qui couvre, & renferme le cerveau & le cervelet)

klorenn

1732
Daveenn : GReg pg écosse (couverure de pois, de feves, de lentilles)

klorenn kesten

1732
Daveenn : GReg pg bogue (la couverture picquante de la châteigne)

klorenn

1732
Daveenn : GReg pg coque (écorce dure)

klorenn

1850
Daveenn : GON.II pg klor (Voyez "kloren"), pg kloren (Boîte, et, en général, toute enveloppe. Pl. "klorenneu", ou simplement "klor").

klorennoù

1850
Daveenn : GON.II pg kloren (Boîte, et, en général, toute enveloppe. Pl. "klorenneu", ou simplement "klor").

klor

1850
Daveenn : GON.II pg kloren (Boîte, et, en général, toute enveloppe. Pl. "klorenneu", ou simplement "klor").

klorenn ar penn

1850
Daveenn : GON.II pg kloren (Vannes, crâne).

An Durocher (sic) en doa c'hoant ma vije krouet ur gannadelezh eus ar gevredigezh evit Pariz, hag e-unan da gannad meur. Siwazh, hor mouezhioù-ni a lakaas klorenn ar valañs da vrallañ en e enep, hag an Estourbeillon a voe anvet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.133

Notennoù studi

Sellet ivez ouzh ar ger "sklorenn". Lenn a reer e GON.II eo "kloren" ur gêr eus Bro-Wened.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial