1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1874, 1924] Aotrou ur gontelezh.
An aotrou 'r c'hont. Ur gontez. Mab ar c'hont.
[1924] maner an aotrou kont Tremedern
[1924] An Deñved : "Piv eo ar vamm ?" Ar Bleiz : "Ar Gontez kamm".
2. Dre ast.
Lesanv zo, en urzhaz an noblañs, etre hini ar beskont ha hini ar markiz.
Demat deoc'h emezi, aotrou ar c'hont ma fried, pell amzer vras a zo abaoe na oamp en em welet.
Demad d'ac'h, emezhi, otro 'r c'homt ma fried, pell amzer vras a zo a-boe na oamp em welet.
1874
Référence :
GBI.II
p8
War penn ar c’hra, maner an aotrou kont Tremedern, maner Penn-ar-Run, kastell Brechou.
War penn ar c’hra, maner an ôtrou kont Tremedern, maner Penn-ar-Run, kastell Brechou.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)
An Deñved. "Piv eo ar vamm ?" Ar Bleiz. "Ar Gontez kamm". An Deñved. "Piv eo an tad ?" Ar Bleiz. "An Arabad. / Deuit d’ar gêr en ur vagad / Pe ’vefet taget / Gant ar Bleiz arajet".
An Denved. Piou eo ar vamm ? Ar Blei. Ar Gontez kamm. An Denved. Piou eo an tad ? Ar Blei. An Arabad. Deut d’ar gêr en eur vagad Pe ’vefet taget Gant ar Blei arajet.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 45, p.1067 (Gwengolo 1924)
« Dal, a lavaras an Aotrou Kont da Yann Gouer, sell aze ugent, tregont devezh-arat a roan dit d'ober war o zro. »
« Dal, a lavaras an Aotrou Kont da Yann Gouer, sell aze ugent, tregont devez arat a roan d'it d'ober war o zro. »
1944
Référence :
EURW.1
p8-9
Tiegezhioù Jafrennoù, en tu-hont d'o zra dezho, o doa e koumanant traoù d'ar C'hont de Sanzay, o chom er XVIIvet kantved e Kemper, leurgêr an Dug.
Tiegeziou Jaffrennou, en tu-hont d'o zra d'ezo, o doa e koumanant traou d'ar C'hont de Sanzay, o chom er XVIIvet kantved e Kemper, leurgêr an Dug.
1944
Référence :
EURW.1
p9
Ar "Résistance" a oa renet en diavaez gant Cavalier ; met e gwirionez, hemañ ne oa nemet ur rideoz[;] a-drekañ, an hini a oa mestr bras, a oa an Ao. 'n Eskop Dulong de Rosnay [,] an eil vestr a oa an Ao. Kont a Gergrist, eus Karanteg.
Ar Résistance a oa renet en diavaez gant Cavalier ; met e gwirionez, hemañ ne oa nemet eur rideoz a-drekañ, an hini a oa mestr bras, a oa an Ao. 'n Eskop Dulong de Rosnay ; an eil vestr a oa an Ao. Kont a Gergrist, eus Karanteg.