I.
B.
1. Danevell, istor a gonter.
Ur gont kozh. Ouzhpenn ur gont am eus da gontañ deoc'h.
HS. kaoz, koñchenn, kontadenn.
&
Doare zo gant ub. da zanevellañ udb. zo c'hoarvezet.
Lavarit ho kont din.
&
Dre ast.
ISTOR.
Skrivañ kont un den brudet.
2. Dre ast.
Tro zo c'hoarvezet gant ub. a zellez bezañ kontet.
Degouezhet ez eus ur gont ganin.
3. Gwechad komz.
Ne rae kont ebet : ne lavare netra.
II.
H.b.
A.
1. Brud.
Ne 'c'h eus ket klevet ar gont ? Ober kont d'ub. eus udb.
&
Trl.
Hervez kont : war a lavarer.
2. Evezh, pled.
Teuler kont ouzh udb.
[1944] Mes ar voereb n’he doa ket taolet kont en un dra : ar sklerijenn, eus ar prenestr, a bare war boltred Herri.
3. Preder a gemerer gant udb.
Delc'her kont eus udb. : lakaat an dra-se e-touez an traoù a ziazezer e soñj warno.
N'en deus ket dalc'het kont eus an holl elfennoù da sevel e raktres, alese m'eo kamm.
&
Trl.
Lakaat udb. e penn-kont : delc'her kont anezhañ.
4. Trl.
Rentañ kont eus udb. : danevellañ dre gomz pe dre skrid udb. zo bet graet, gwelet evit e reiñ da c'houzout pe reizhabegañ e emzalc'h.
Grit un droiad evezhiañ ha deuit da rentañ kont anezhi goude.
B.
1. Doare, stad an traoù, plegenn m'emeur.
Ne 'm eus ket klevet e oa fall e gont. Penaos emañ e gont ?
&
Tr. adv.
A-benn fin ar gont : er penn diwezhañ-holl.
2. Impl. da adv.
Penaos e vo kont ganto a-benn fin o zro ?
Peogwir emañ kont evel-se. Neuze e vo gwashoc'h kont. Penaos emañ kont (ganit, ganeoc'h) ? : lavarenn a reer ganti da saludiñ ub. a anavezer, evit gouzout hag-eñ emañ mat an traoù gantañ.
&
Trl.
Diouzh ma vo kont : diouzh ma c'hoarvezo.
Ober diouzh ma vo kont.
C.
1. Atebegezh.
Bezañ udb. war gont ub. : bezañ an den-se e-karg eus an dra-se. Ar c'hlanvdiourezed o deus ur bern klanvourien war o c'hont.
2. Stad ub. a labour evitañ e-unan.
Aet eo ar c'higer war e gont.
III.
Tr. adv.
En un taol kont : trumm.
En un taol kont e oa digoret an nor
Goude-se, goulenn kont digant hon ene eus a gement pec'hed nag ofañs en deus graet a-enep Doue an deiz-se, en soñjezonoù, er c'homzoù, en euvroù hag en ankounaat ouzh en em aretiñ priñsipalamant war ar pec'hedoù pe da re omp muiañ subiet.
3. Goude se goulen cont digant hon eneuff ves à quement pechedaou [sic] nac offansou [sic] en deues gret à enep Doue an dez se, en songesounaou, en comsaou, en euraou, hac en ancoufhat, ouz en em arrety principalamant voar an pechedaou pe da re omp muyhaff subiet.
1622
Référence :
Do.
p54
rentañ kont
renta cont
1659
Référence :
LDJM.1
pg (rendre) conte
D'an trede, goulenn kont digant hon ene eus a gement pec'hedoù [sic, pec'hed] he deus graet 'enep Doue en deiz-se dre soñjezonoù, komzoù, euvroù, hag omisionoù, ouzh en em aretiñ priñsipalamant war ar pec'hedoù pe da re omp mui sujed.
D'an trede, goulen cont digant hon ené eus à guement pec'hedou hedeus gret enep Doué en deiz-se dre songæsonnou, compsou, œuvrou, hag omissionou, ous en em arrety principalamant voar ar pec'hedou pe da re omp muy sujet.
1677
Référence :
GReg
p55
rentañ kont eus e gomportamant en ur wardoniezh.
renta cound eus e gomportamand èn ur voardounyez.
1732
Référence :
GReg
pg gestion (Rendre compte de la gestion d'une tutelle.)
kont koant
cound coant
1732
Référence :
GReg
pg drolerie (plaisanterie de paroles)
kont farsus
cound farçzus
1732
Référence :
GReg
pg drolerie (plaisanterie de paroles)
koñchoù pur
conchou pur
1732
Référence :
GReg
pg fabuleux (rempli de fables)
rentet kont eus e gomportamant en ur wardoniezh.
rentet cound eus e gomportamand èn ur voardounyez.
1732
Référence :
GReg
pg gestion (Rendre compte de la gestion d'une tutelle, pp.)
Pa akuiter un douar e renker derc'hel kont eus ar gwellaennoù mat ha ret da ober d'an hini er posede a-berzh-vat hag e lealded diagent.
Pa acquyter un doüar e renqér derc'hel cound eus ar güéllahennou mat ha red da ober d'an hiny èr poçzedé aberz vad hac ê lealded diagaent.
Référence :
GReg
pg contes (contes de vieilles), debout (des contes à dormir debout), hablerie (paroles pleines de vanité & de mensonges, p.)
lavaret koñchoù
lavaret conchou
1732
Référence :
GReg
pg conter (faire un conte plaisant)
Doue marteze en deus va espernet evit lavaret deoc’h e rankot a-barzh nebeut amañ rentañ kont dezhañ eus an torfedoù bras hag eus ar muntroù kriz oc’h eus graet.
Doue marteze en deuz va espernet evit lavaret d’ehoc’h e rankfot abarz nebeut aman renta kount d’ezhan euz an torfejou braz hag euz ar muntrou kriz oc’h euz great.
1877
Référence :
EKG.I.
p.59-60
An den kozh en doa esaet meur a wech lakat ar manac’h da achuiñ e gont, mes e vab her pede hag hen erbede kement, ma ranke lezer ar manac’h da vont atav.
An den koz en doa eseat meur a veach lakat ar manac’h da achui he gount, mez he vab her pede hag hen erbede kement, ma ranke lezer ar manac’h da vont atao.
1877
Référence :
EKG.I.
p.57
Mac’h oufec’h an dra-se, ne ve ket kement a c’hlabous ganeoc’h diwar gont ar veleien.
Mac’h oufac’h an dra-ze, ne ve ket kement a c’hlabouz ganeoc’h divar gount ar veleien.
1877
Référence :
EKG.I.
p.293
Mar hoc’h eus soñj, em eus lavaret deoc’h, er penn kentañ eus va c’hont, e oa deuet e penn ar republikaned lakaat ar veleien da zilezer hon Tad Santel ar Pab hag an eskibien evit sentiñ outo hepken.
Mar hoc’h euz sonj, em euz lavaret d’ehoc’h, er penn kenta euz va c’hount, oa deuet e penn ar republikaned lakaat ar veleien da zilezer hon Tad Santel ar Pab hag an eskibien evit senti outho epken.
1877
Référence :
EKG.I.
p.206
Treiñ a reas ouc’h e soudarded all, en u[l] lavaret dezho : — Daou zen muioc’h da lakaat war gont tud ar vro-mañ, rak ma karje hennezh, an hoc’h bihan penn kalet-se, bezañ lavaret deomp ar pezh a c’houlennemp digantañ, ne vije ket c’hoarvezet kement-mañ.
Trei a reaz ouc’h he zoudarded-all, en eur lavaret d’ezho : — Daou zen muioc’h da lakaat var gount tud ar vro-man, rak ma karche hennez, an houc’h bian penn-kalet-se, beza lavaret d’eomp ar pez a c’houlennemp digant-han, ne viche ket c’hoarvezet kement-man.
1878
Référence :
EKG.II
p.164
— Ha neuze ur gwall dra all a zo c’hoazh war ho kont. Ne nac’hot ket oc’h aet da gred evit an Aotrou Borgn de la Tour, eus a vaner Keraouell, rak kement-se a zo skrivet zoken war baperoù ti-kêr Gwinevez ?
— Ha neuze eur goall dra-all a zo c’hoaz var ho kount. Ne nac’hot ket oc’h eat da gred evit an Aoutrou Borgn de la Tour, euz a vaner Keraouell, rak kement-se a zo skrivet zoken var baperou ti-kear Guinevez ?
1878
Référence :
EKG.II
p.65-66
Mont a ris war-eeun a-dreuz ar parkeier betek an hent bras a ya eus a Gastell, dre Verven, da Lesneven, rak, dioc’h [diouzh] ar gont a rae Brutus an Normant, e-pad m’edon er puñs, e tlee ar soudarded mont war-zu eno.
Mont a riz var eeun adreuz ar parkeier betek an hent braz a ia euz a Gastel, dre Verven, da Lesneven, rag, dioc’h ar gount a rea Brutus an Normand, epad m’edon er puns, e tlie ar zoudarded mont varzu eno.
1878
Référence :
EKG.II
p.87
Lezer a ris ivez 'ta, abalamour d’e vedalenn, e vuhez gant an tammig ofiser, ha dont a ris dre an hent berrañ da goajoù Kermengi [sic] da rentañ kont eus va beaj d’an Aotrou de Kerbalaneg [sic].
Lezer a riz ive-ta, abalamour d’he vedalenn, he vuez gand ad [sic, an] tammik ofiser, ha dont a riz dre an hent berra da goajou Kermenguy da renta kount euz va beach d’an Aoutrou de Kerbalanek.
1878
Référence :
EKG.II
p.96
en un taol kont
en eun taol kount
1909
Référence :
BROU
p. 234 (subitement)
— Feiz d’am aotrou d’an doulle ! eme ar barner, evel-se emañ kont ?
— Fe d’am ôtrou d’an doulle ! eme ar barner, evel-se eman kont ?
Ar baraer, avat, en doa taolet kont diouzhtu piv a oa kablus ha piv ne oa ket.
1944
Référence :
ATST
p.89
Pa voen distro d'ar gêr, ma mamm, laouen-holl gant ma zrec'hadenn, he lakaas evel atav war gont skoazell an Aotrou Doue hag ar Werc'hez, hag a zivizas ec'h ajemp hon-daou da drugarekaat Itron-Varia Lourd asambles gant pirc'hirinadeg eskopti Sant-Brieg ha Landreger, da viz Eost.
Pa voen distro d'ar gêr, ma mamm, laouen holl gant ma zrec'hadenn, he lakaas evel atao war gont skoazell an Aotrou Doue hag ar Werc'hez, hag a zivizas ec'h ajemp hon daou da drugarekaat Itron Varia Lourd asamblez gant pirc'hirinadeg Eskopti Sant-Brieg ha Landreger, da viz Eost.
1944
Référence :
EURW.1
p64-65
Raktal, e klaskas afer ouzh ar bañsionerien, en ul lakaat ar gont war sujed Breizh.
Raktal, e klaskas afer ouz ar bañsionerien, en eul lakaat ar gont war sujed Breiz.
1944
Référence :
EURW.1
p.98
Fin d'an oferenn hag en em zastumet an dud war an dachenn, e voen kelc'hiet gant ur bern kouerien hag o gwragez, a glaske ober kont ganin e kembraeg.
Fin d'an oferenn hag en em zastumet an dud war an dachenn, e voen kelc'hiet gant eur bern kouerien hag o gwragez, a glaske ober kont ganin e kembraeg.
1944
Référence :
EURW.1
p.171
« Setu amañ a betra ‘zo kont. O klask gwelout ac’hanoc’h o vont da Vrest emeur. An aotrou Kloareg, kannad Montroulez, maer Plouyann, en deus roet hoc’h anv da brefed Penn-ar-bed, da vezañ diskouezet da aotrou pennrener ar Republik e Brest, dimerc’her. Hallo, skampit. »
« Setu amañ a betra ‘zo kont. O klask gwelout ac’hanoc’h o vont da Vrest emeur. An aotrou Kloareg, kannad Montroulez, maer Plouyann, en deus roet hoc’h ano da brefed Penn-ar-bed, da veza diskouezet da aotrou pennrener ar Republik e Brest, dimerc’her. Hallo, skampit. »
1944
Référence :
EURW.1
p.200
Mes ar voereb n’he doa ket taolet kont en un dra : ar sklerijenn, eus ar prenestr, a bare war boltred Herri. — Doue a bardono ! — en e stern bras, a-zioc’h mantell ar siminal. Ar poltred sklerijennet gwenn, a oa heñvel ouzh ur weledigezh e-barzh an ti teñval.
1944
Référence :
ATST
p.52
Me a yae da-heul er studi, hag a stigne ma divskouarn, netra ne gollen eus ar gont, ma teuis evel-se da datouilhat brezhoneg gant an emwelourien.
Me a yae da heul er Studi, hag a stigne ma diouskouarn, netra ne gollen eus ar gont, ma teuis evelse da datouilhat brezoneg gant an emwelourien.
1944
Référence :
EURW.1
p18
Ur bannac'h dour tremenet diouzh ar gibellig war beg ar fri ha setu graet ar ficherezh ; gwalc'hiñlec'hioù 'vel-just ne oa kont ebet anezho.
Eur bannac'h dour tremenet diouz ar gibellig war beg ar fri ha setu graet ar ficherez ; gwalc'hilec'hiou 'vel just ne oa kont ebet anezo.
1944
Référence :
EURW.1
p33
- Evel-se emañ kont gant ar garantez. Deut e oan, dre zegouezh, da lavarout ur bater da Werc'hez venniget ar Rozera. Ho kwelet am eus...
1949
Référence :
SIZH
p.49
e gariadezh a gresk evel iliav, gant an amzer, hep lakaet e kont perzhioù an den.