Marteze e kav deoc’h n’em eus graet, betek-henn, nemet lavaret gevier en ur zisklêriañ deoc’h an traoù diskiant ha kriz a rae ar republikaned en eskopti Treger, rak lavaret a reot din : Mard eo brav kontañ gevier pa deuer a-bell, eo ker brav kontañ gevier diwar-benn ar pezh zo c’hoarvezet a-bell zo.
Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.
— « Da belec’h, bran du? Da belec’h? Diskenn war brank izelañ ar wezenn hag e klevi anezho o kontañ o zroioù[-]kamm. »
Betek-hen n’o deus ket kontet na Job na Lom gaou ebet er pennad-mañ.
Mat, hiviziken, ni a lezo ar merc’hed da gontañ o istorioù… ha da ziskontañ eus o fortun heritaj ar voereb kozh rak hennezh a vo deomp, kousto pe gousto.
Gwir eo ; an dra-mañ, avat a zo farserezh ha tr[a]où siriusoc’h a zo da gontañ, hein ?
- Paotr Tin, n'eo ket bidennoù a gontez din ? - Ar wirionez !
En ul levrig dudius, Afrikanische Geschichten, Leipzig 1938, e kont an Dr Albert Schweitzer (p.97 ha da heul ; ur mouladur gallek eus al levr-se a zo bet embannet ivez e Paris e 1941 : en hemañ emañ ar pezh a venegan er pajennoù 172-173) istorioù morianed hag a oa aet da Europa da heul o mestr.
"Un emlazh a-stroll hep mar na marteze," a respontan ha kontañ a ran an traoù dezhañ dre ar munud.
Neuze e farde Alexander ur banne kafe-poultr, ha kontañ eus e wreg , hag eus e ziv verc'h, Nina ha Jenia, eus Mourmansk, ha neuze e lavare e tlefe Kathrine dont da weladenniñ anezho hep dale.
Mots précédents
Mots suivants
kontañ