1. Pezh lennegel poblek a daolenn darvoudoù faltazius zo he fal diduiñ, hag ivez kenteliañ dre ar skouer, ar selaourien pe al lennerien.
Kontadennoù pobl. Kontadennoù henvoazel. Levrioù kontadennoù bet dastumet gant Fañch-Vari an Uhel.
HS. kontenn, marvailh, sorbienn.
2. (db. al lennegezh dre skrid)
Pezh lennegel savet en doare ma'z eus un den o kontañ darvoudoù d'un den pe da dud all.
Kontadennoù Maupassant.
Pa veze Jan-Laou o kas he nadoz er c'hrezioù, e konte din « kontadennoù » 'lec'h ma veze kaoz eus ramzed, eus kornandoned, eus mab an heol ha merc'h al loar, eus roueed, rouanezed, priñsezed kaer gant blev melen, a lakae dija ma c'halonig da lammat evito.
Pa veze Jann-Laou o kas e nadoz er c'hreziou, e konte d'in « kontadennou » lec'h ma veze kaoz eus ramzed, eus kornandoned, eus Mab an Heol ha Merc'h al Loar, eus Roueed, Rouanezed, Prinsezed kaer gant bleo melen, a lakae dija ma c'halonig da lammat evito.
1944
Référence :
EURW.1
p19
Hag e krogis da sevel, dre guzh, e-pad studioù hir an abardaez, rimadelloù ha kontadennoù brezhonek, a lennen e-barzh ar porzh, hag e-pad ar baleadegoù, d'am c'hendiskibien.
Hag e krogis da sevel, dre guz, e-pad studiou hir an abardaez, rimadellou ha kontadennou brezonek, a lennen e-barz ar porz, hag e-pad ar baleadegou, d'am c'hendiskibien.
1944
Référence :
EURW.1
p42
Kontet [e]m eus ur gontadenn deoch. Ne soñjen ket ho pije kredet ac'hanon. Ne soñjen ket e vijec'h deuet d'am heul.
Kontet am [sic] eus eur gontadenn d'eoch. Ne soñjen ket ho pije kredet ac'hanoun. Ne soñjen ket e vijec'h deuet d'am heul.