Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh lennegel poblek a daolenn darvoudoù faltazius zo he fal diduiñ, hag ivez kenteliañ dre ar skouer, ar selaourien pe al lennerien. Kontadennoù pobl. Kontadennoù henvoazel. Levrioù kontadennoù bet dastumet gant Fañch-Vari an Uhel. HS. kontenn, marvailh, sorbienn. 2. (db. al lennegezh dre skrid) Pezh lennegel savet en doare ma'z eus un den o kontañ darvoudoù d'un den pe da dud all. Kontadennoù Maupassant.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

kontadenn

1732
Daveenn : GReg pg conte (recit plaisant, recit fabuleux)

kontadennoù

1732
Daveenn : GReg pg conte (recit plaisant, recit fabuleux)

kontadenn

1732
Daveenn : GReg pg deduction (narration)

Pa veze Jan-Laou o kas he nadoz er c'hrezioù, e konte din « kontadennoù » 'lec'h ma veze kaoz eus ramzed, eus kornandoned, eus mab an heol ha merc'h al loar, eus roueed, rouanezed, priñsezed kaer gant blev melen, a lakae dija ma c'halonig da lammat evito.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

Hag e krogis da sevel, dre guzh, e-pad studioù hir an abardaez, rimadelloù ha kontadennoù brezhonek, a lennen e-barzh ar porzh, hag e-pad ar baleadegoù, d'am c'hendiskibien.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Kontet [e]m eus ur gontadenn deoch. Ne soñjen ket ho pije kredet ac'hanon. Ne soñjen ket e vijec'h deuet d'am heul.

1944
Daveenn : EURW.1 p.152

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial