Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
11
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Den a vev war ar maez diwar labour an douar. Kêriz aet da gouerien. [1954] Ha diwezhatoc'h pa zeuas da vezañ va mamm-gozh ha war an dro va maeronez, daoust ha reiñ a reas din un anv kouer bennak, Jakez, Yann, Loull pe Bipi ? [1954] Fent a rae din dre ma tenne d’ar gouerien dizesk, met rok ha leun a furnezh, skeudennet gant e genvroad Tolstoï en e oberennoù ken hir ha ma ’z int peurgontrol d’ar wirionez. & Trl. Yann Gouer : patrom ar c'houer, kouer skouer. HS. labourer-douar, gounideg.

Exemples historiques : 
25
Masquer la liste des exemples

kouerez

1659
Référence : LDJM.1 pg lauandiere

kouer

1850
Référence : GON.II pg kouer (paysan, homme de village, de la campagne. villageois), pg mésiad, pg plouézad ou plouiziad

kouerien

1850
Référence : GON.II pg kouer (Paysan, homme de village, de la campagne. Villageois. Pl.)

Da verc'h ur c'houer eo dimezet.

1850
Référence : GON.II pg kouer (Il a épousé la fille d'un paysan).

diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !

1867
Référence : MGK Rakskrid VII

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek-hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.

1867
Référence : MGK p.26

Mar tisplijas e vojennoù d'an dud studiet-mat, Yann gouer a gavas ivez da damall enno. Re verr, re grenn, re grak e oant war e veno.

1867
Référence : MGK Rakskrid p.VII

Ne oa pell ac'hano nijet an alc'houeder, / M'en em gav mestr ar park, gantañ e vab kouer.

1867
Référence : MGK p52

Dioc'htu ma klevas 'n alc'houeder / Petra 'oa mennozh Yann Gouer, / E lavaras : — « Va bugale, / En taol-mañ 'vat eo deoc'h bale ! »

1867
Référence : MGK p54

Kouer a veve ar vro en u[l] labourat e zouar, hag an Noblañs e difenne a-enep an enebourien.

1877
Référence : EKG.I. p.260

kouer

1909
Référence : BROU p. 217

Me ne oan nemet ur bourc'hiz bihan nevez-difluket diouzh un ti kouer.

1944
Référence : EURW.1 p47

En em veskañ a rejont gant argoadiz, hag a-benn kant vloaz, e oant breizhekaet, nann hepken dre briadelezh ha dre wad, met ivez dre o anvioù, a zeuas da vezañ 'n ur dremen dre c'henoù kouerien Vreizh-Izel : JOFRENO ha goude-se JAFRENOÙ, ROPERZH ha goude-se ROPARZH ; GWINEMANN ha goude-se GWINEMANT.

1944
Référence : EURW.1 p8

– « Fransoù bihan, a c'houlenne Yann Gouer pe Fant Kouerez, goût a rez brezhoneg ? » – « Un tamm bihan. »

1944
Référence : EURW.1 p18-19

Doare an daolenn a oa spontus-bras, al liver en doa bet c’hoant da ziskouez « penaos e wel ur c’houer breton an traoù e-kreiz an noz, pa zeu d’e eñvor ar c’hontadennoù kozh, ha p’en deus evet ur bannac’h gwin-ardant re er bourk. »

1944
Référence : EURW.1 p.93

Gwelout a reer diwar ar gorre ur vro eus ar re gaerañ a vez kavet e Bro-Gernev : ar stêr Aon o treiñ hag o tistreiñ lezirek en un draonienn c’hlas, tour Sant Iduned, war an tu kleiz ; war an tu dehou tour bras hag hini bihan Pleiben ; dirak, du-hont, pell, tuchenn Sant Mikael, ar menez uhelañ e Breizh ; ha, tro-war-dro, douaroù pinvidik evit brasañ plijadur ar gouerion.

1944
Référence : ATST p.44

Gant e zaoulagad damc’hlas, e fri togn, e zivjod morlivet, e vouchig barv hag e vourrennoù gell-du e tenne, din da welout, d’ur paourkaezh yar beliet, d’ur gwaz abaf-tre ha diaked, ha tamm ebet ne oa ar mac’homer-se, ar bourev, ar c’hrouger kouerien ha studierien, ar c’hlouker gwad, evel ma rae dioutañ kelaouennoù ar gostezenn ruz, heñvel ouzh ur fallakr boaz, hervez ma lavar ar bobl em c’horn-bro, da laerezh, da wallañ, da lazhañ ha da lonkañ kirri-houarn.

1954
Référence : VAZA p.159

Fent a rae din dre ma tenne d’ar gouerien dizesk, met rok ha leun a furnezh, skeudennet gant e genvroad Tolstoï en e oberennoù ken hir ha ma ’z int peurgontrol d’ar wirionez.

1954
Référence : VAZA p.186

Ha diwezhatoc'h pa zeuas da vezañ va mamm-gozh ha war an dro va maeronez, daoust ha reiñ a reas din un anv kouer bennak, Jakez, Yann, Loull pe Bipi ? nann, mar karan, Jarl eo va anv[-]badez, hini ar c'hrouadur maget ganti, mab henañ an Aotrou Markiz.

1954
Référence : VAZA p.12

Bep Sul, kent na vralle son gentañ ar gousperoù, e teue Fañch da di va zad davet an ebestel-all, rak goude merenn bete serr-noz e veze an ostalerioù leun-kouch a gouerien oc'h evañ "lagout" en ur c'hoari kartoù : an "trois-sept", ar "vouc'h" al "luetez" ha me oar.

1954
Référence : VAZA p.29

An deiz war-lerc’h da eizh eur e tigoras dirazomp dor vras skol ar fourerien hag an hevelep deiz d’abardaez e oan adarre o krapal war-du Krec’h Eliez, ken mezhek hag ur vatezh yaouank laosket ganti al laezh da zantañ, rak c’hwitet am boa va arnodenn, ha deut e oa e daol da vat gant mab ar c’houer, petra bennak n’en devoa ket tapet e sanktifikat ; gallout a raje ’ta mont bemdez da zigoriñ e c’henou dirak e varc’h plouzet !

1954
Référence : VAZA p.79

[...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed, n’eus forzh, rak ne veze sellet berr nag ouzh oad pe beadra, nag ouzh stad nag ouzh orin : en ur ger, ouzh tanfoeltr netra.

1955
Référence : VBRU p.52-53

Ac’hanta, e-lec’h tagañ gant ar gounnar, e ris ur c’hofad skrignal gant Soaz Sapeur kerkent hag erru er gêr : « Mamm gozh, emezon, heñvel on ouzh ar c’houer o c’hortoz e gazeg d’halañ, hag e-keit m’edo o soñjal : « Na kaerat ebeul am bo bremaik ! » ne laoskas al loen paour nemet ur pezh pikol bramm. »

1955
Référence : VBRU p.11

P'emañ Kêrsalaun o vont da dennañ, e tired er porzh ar vatezh hag ar c'hure gwisket evel ur c'houer.

1960
Référence : PETO p79

Ma weljes anezhañ war ar straed, hep e dT-shirt gant e grokodilig, e kemerjes anezhañ evit ur c'houer pe evit un devezhour, ha hennezh a ya da dalañ 300.000 euro d'an dailhanterez ur pedeiz ken aes ha tra.

2015
Référence : EHPEA p175

L'Office public de la langue bretonne