Savet e vo ul leur-c’hoari er porzh a-dreñv, dindan ar c’hled bras ma stign ennañ ar vartoloded o c’houez da sec’hañ, tu e vo da lakaat eno ur bern arvestourien da selaou pezhioù-c’hoari, kanaouennoù, fentigelloù a bep seurt, ha goude e tañso an holl, dañsoù Bro-C’hall, hag evel-just hor re-ni.
Ne ris ket kalz a van ouzh he daeroù, rak gouelañ druz a rae pa gare, da skouer pa c’hwite war ur grampouezhenn, pa dremene ar gannerez hep plediñ raktal gant e c’houez, adal m’ankounac’hae he sivi dareviñ da geñver gouel Sant-Erwan, met kammed ne bade gwall-bell [sic, gwall bell] he reuziad.
Manet e chomis a-greiz-holl dre ma kleven blenier ur c’harr-tram o vlejal « Idiote ! Idiote ! » war un Itron gozh, daoust ha ma oa war zremm ha dilhad homañ tres ur vaouez a-zoare : « Ma ! » emezon, « lennet am boa diwar-benn ar Rusianed e rae an darn vuiañ gant ar galleg evel gant un eil yezh, met biken n’am bije kredet emañ e-touez an dudigoù ar c’hiz da gannañ e galleg o c’houez d’ar vourc’hizien ha d’an Aotronez ! »
Mots précédents
Mots suivants
kouez