Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. A. (dirak ar stl. ha heuliet gant un ak., ur rag., un adv. pe un ar.) 1. Ken mat. Gouest eo da brezegenniñ e galleg koulz hag e brezhoneg. Koulz e kanont ha te. Jakez a welas al luc'hedenn koulz hag e vreudeur. & Ent krenn Seniñ a ra gwelloc'h met ne gan ket koulz. & Tr. adv. Koulz pe well : ken mat pe well. Embreger a ra an armoù koulz pe well hag ar briñsed eus he renk. 2. Dre ast. Evel, en hevelep doare. D'ar c'houlz-se, koulz ha bremañ, ne veze ket kalz a dud laouen da vont da soudard. E galleg koulz hag e brezhoneg e vez lavaret "lous evel ur pemoc'h". 3. (dirak un ag.) Tost. Dindan nebeut e vo koulz ha pare. Koulz hag echu e oa al labour pa oan en em gavet. B. Tr. adv. 1. Koulz lavaret : tost da vat. Ar vantell-se a oa nevez, koulz lavaret. Ar saout n'o doa tamm da zebriñ koulz lavaret. N'eus koulz lavaret den a oufe ober an dra-se. Ne lavare koulz lavaret grik. & Dre verr. Koulz : tost da vat. Ne oa koulz den o selaou ar prezeger. 2. Koulz all : en hevelep doare, ken aes all. Pa roit dezhañ, roit koulz all din. Koulz all e kemeras an hanaf e fin ar pred. & (e frazennoù nac'h) Kennebeut. Ne c'hall ket koulz all. & Dre ast. Evelkent. Koulz all, tud zo hag a skuilh daeroù evit an disterañ tra. Ne c'hallen ket, koulz all, e lezel da zistreiñ. II. Ag. A. (dirak ar stl. ha heuliet gant un ak. pe ur rag.) Ken mat. Hemañ zo koulz mevel hag egile. Da bried zo koulz hag an hini gwellañ eus ma mibien. & Ent krenn Un dra goulz en doa graet. Ur vuoc'h a goulz gouenn. Me zo koulz da ober an dra-se : ken barrek all. B. Trl. 1. KOULZ EO DA UB. OBER UDB. (HA OBER UDB. ALL) : gwelloc'h eo dezhañ ober an dra-se (eget un dra all). Koulz eo dezho tevel. Koulz eo din e gavout diouzhtu hag e gavout da vloaz. Koll a rez da amzer, koulz e vefe dit mont da dreiñ mein da sec'hañ. Koulz eo tevel ha komz. [1877] Mat, koulz eo deomp ’ta neuze dibriñ pep a damm hag evañ pep a vanne, eme ar mestr. & KOULZ TRA EO DA UB. OBER UDB. : gwelloc'h eo dezhañ e ober. Koulz tra eo deoc'h kas anezho o-div. Koulz tra eo din mont d'ar gêr. 2. KOULZ EO GANT UB. OBER UDB. : gwelloc'h eo gantañ e ober. Koulz eo ganimp mont a-raok ma vo noz. & KAVOUT KOULZ OBER UDB. : bezañ gwelloc'h gantañ e ober. III. Tr. stl. isur. KOULZ HA PA : evel pa. Hag eñ da harpañ e vrec'h war ma skoaz koulz pa vijen mignon dezhañ. Ober a reas koulz ha pa n'en dije klevet netra. Dibradañ a reas ar sac'had koulz ha pa vije bet unan pluñv. IV. Trl. (impl. da ak.) Kaout e goulz : kaout ub. ken barrek hag eñ. N'eus den fin n'en deus e goulz.

Exemples historiques : 
48
Masquer la liste des exemples

koulz

1499
Référence : LVBCA p124 (tant bon)

koulz eo pediñ

1659
Référence : LDJM.1 pg couls (eo pidi)

koulz eo c'hoari evel kousket

1659
Référence : LDJM.1 pg (il) vaut (autant iouer que dormir)

Koulz a vez skeiñ e benn ouc'h ur voger, evel falvezout ober...

1732
Référence : GReg pg (il vaudroit autant se cogner (la tête contre un mur, que de vouloir faire

Na vale ket koulz ha me.

1850
Référence : GON.II pg kouls (Il ne marche pas aussi bien que moi).

Koulz e ve bezañ marv

1850
Référence : GON.II pg kouls (autant vaudrait être mort).

koulz

1850
Référence : GON.II pg kouls (Autant. Aussi bien), p.57, Table des Conjonctions simples, "aussi bien que".

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern. Ne zianalanet holl, holl avat e oant skoet, Hep debriñ nav evañ e choment evel mantret, Al leon koulz hag ar bleiz, e-kichenik an oan, Al louarn tost d'ar yar hep ober mik na man. An durzhunell zoken, kollet he c'harantez, Ne ziskoueze d'he far nep laouenidigezh.

1867
Référence : MGK p24

Ar bed-mañ a zo kozh, kozh-kozh, a lavarer; / Ha koulskoude atav an den ne vez furaet, / Anez gant marvailhoù e gelennañ ervat.

1867
Référence : MGK p4

— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e-lec'h kaout un doenn, / Ma'm be, evel ar goulm, divaskell da nijañ, / Me a ve aet dija / Da c'houzout e pelec'h eo dalc'het an heizez, / Hor mignonezig kaezh, / Skañv evel an avel ; koulz ha ma'z eo lijer, / Ez eo ivez tener. »

1867
Référence : MGK p46

Ar garantez, 'vel Doue, a zo hir ha padus, / D'ar galon n'eus tra koulz, n'eus netra ker yac'hus.

1867
Référence : MGK p50

Gwechall e oa un naer o chom tost d'ur c'hovel. / -Koulz amezek hag eñ a vije bet kavet-

1867
Référence : MGK p72

Ret eo anaout, va mignon, / Aogustin hoc’h Eskob gwirion, / Augustin Eskob a Dreger / Bremañ koulz ha pa oa er gêr.

1877
Référence : EKG.I. p.105-106

Va c’hlevet hoc’h eus o lavaret d’hoc’h ambrouger omp, va bugale ha me, skuizh gant hol labour ; c’hwi hoc’h-unan hoc’h eus an aer da vezañ skuizh ivez ; koulz eo deomp ’ta mont da gousket.

1877
Référence : EKG.I. p.71-72

Mat, koulz eo deomp ’ta neuze dibriñ pep a damm hag evañ pep a vanne, eme ar mestr.

1877
Référence : EKG.I. p.123

— Ya, koulz eo deomp, rak skornet eo dija va divesker a-zindanon.

1877
Référence : EKG.I. p.75

N’em eus ket ankounac’haet hor bro ; mes, pa oan, e kaven koulz kontañ deoc’h dioc’htu lod eus ar gwall draoù a zo c’hoarvezet er vro-se.

1877
Référence : EKG.I. p.154

— Sell ’ta, emeve din va-unan ; gleb on hag amañ ez eus un tan bras, koulz eo din sec’hañ va dilhad a-raok mont kuit, rak anez e vezin skornet a-raok warc’hoazh vintin.

1878
Référence : EKG.II p.31

Er c’hentañ kantved goude H.S., enskrivadurioù a-berzh renerezh-bro, koulz lavaret, evel deiziadur arem Coligny, a laka anat e oa manet ar c’heltieg e Galia yezh ar renkadoù uhelañ hag e kerzhe c’hoazh keit-ha-keit gant al latin.

1923
Référence : SKET p.10

Gwelloc’h magadur n’hallje da gavout pa dalveze da ene ar bugel koulz ha d’e gorf.

1924
Référence : SKET.II p.15

Lugus Voretodêvos (1) a warez an danevelloù a vezo skrivet war ar bugenoù-mañ. Gantañ e vo gwarezet ar skrivagner, koulz hag al lenner anezho.

1924
Référence : SKET.II p.6

Ur pagan, ya, ur pagan en deus prenet ar chapel hag ar feunteun, en pehini emañ (goût a rit an dra-se koulz ha me) bac’het, stlejet dindan gazel-ge, an Dukez Anna gant he holl zeñzorioù.

1925
Référence : BILZ2 p.134

koulz eo tevel ha komz

1931
Référence : VALL pg autant

koulz

1931
Référence : VALL pg aussi, autant, (aussi) bien, (aussi) bon

koulz all

1931
Référence : VALL pg aussi

koulz eo ganin

1931
Référence : VALL pg aimer (j'aime autant, mieux)

koulz ha biskoazh

1931
Référence : VALL pg auparavant

kaoulz lavaret

1931
Référence : VALL pg (pour) ainsi (dire)

koulz lavarout

1931
Référence : VALL pg autant

kavout koulz

1931
Référence : VALL pg aimer (autant, mieux)

koulz ha

1931
Référence : VALL pg ainsi (que, de même que)

Seul vui hen anavezer, seul vuioc'h a gondonioù hag a gribennoù a zizoloer ennañ, en donvor koulz hag e-kichen an aod.

1943
Référence : TNKN p12

Amañ, n'anavezen den ebet koulz lavarout, nemet tiegezh ar Gagien, hag ar C'havalier-se, a oa un divroad, un estrañjour ; daoust ha kordañ 'rafe hon temzoù ?

1944
Référence : EURW.1 p78-79

— « Ur c’heloù trist en ur mod », a lavaras Lom, « mes ur c’heloù laouen en ur mod all, rak, gouzout a rit, koulz ha ni, Herri a oa ur c’hanfard eus ar re vrasañ; ne laboure ket, mezv e veze war ar pemdez ha mezv-dall d’ar [S]ul : hor moereb ne rae namet gouelañ gantañ.

1944
Référence : ATST p.14-15

Setu, hep rag koulz ha perag, / E rankez din diskuliañ sklaer / Anv an den ' ro en e gêr / Dezhañ digemer hag er mag.

1960
Référence : PETO p38

Koulz e ve deoc'h ober ur c'hofad avaloù !

1985
Référence : DGBD p158

Diouzh ar beure e vez tu da leinañ adalek seizh eur hag, ur wech leinet, e plij din mont da ober un droiad war ar pont evit dirennañ va divesker, d'ar mare ma ne vez c'hoazh koulz lavaret den war vale.

1985
Référence : DGBD p11

"Koulz dimp neuze bezañ didroidell", a lavaras egile.

2012
Référence : DJHMH p.69

Ouzhpenn ar fed e ranker nac'h barn an dud digablus ez eus un abeg all kuit da implijout ar feulster ha da zegas efedoù drastus na vefe tu da ziverkañ goude: gouzout a ra ar stourmerien difeuls pegen aes eo faziañ ha bezañ dallet, dreist-holl pa zegas feulster an enebourien kasoni, aon ha dispi.

2015
Référence : DISENT p46

Evit a sell ouzh ar vraventez ez eo koulz ha Koula met evit a sell ouzh an hoalusted e tenn kentoc'h d'un tamm prenn. "E-barzh emañ," a lavar din teuc'h, hep sevel he fenn, pa dremenan dirazi, pezh a zeu da stardañ ma deznaou.

2015
Référence : EHPEA p20

Ur wech arruet re uhel d'ar boliserien e sav ar stourmer ur seurt gwele a-ispilh gant an daou damm lien [a servij da gordenn], betek gallout mont diwar wel er boupenn ma fell dezhañ, koulz ha bezañ goudoret diouzh ar yenijenn hag ar glav.

2015
Référence : DISENT p97

Treuzwisket e oa ar stourmerien evel deportidi ar bloavezhioù 1940 ha lampat a rejont, koulz lâret, war ar boliserien evit ma c'hallfent harzañ anezhe... hag e vefe filmet ha skignet an abadenn.

2015
Référence : DISENT p148

Evit echuiñ e choazer ur ger-kuzh da grial pa 'vez poan, koulz hag ul lugan da huchal evit derc'hel penn.

2015
Référence : DISENT p96

An dañjerioù a c'hallfe bezañ evit a sell ouzh surentez ar stourmerien, an dud a vo war al lec'h koulz hag an enebourien -n'eus ket anv da lakaat hini pe hini en arvar- abalamour da draoù lemm a vefe aze, d'an torosennadur digompez, da draoù zo a vefe gwall dener, d'ar fed e vefe prenester pe un islonk bennak nepell alese...

2015
Référence : DISENT p75

An taolioù war an dachenn a zegas bepred traoù dic’hortoz, ha goulennoù da heul a-fed [a-fet] strategiezh koulz a-fed [a-fet] preder.

2015
Référence : DISENT p62

Gallout a ra distruj an traoù, al labour, an dud a zo en-dro dezhañ, koulz hag en em zistruj zoken.

2015
Référence : DISENT p62

Gantañ [feulster an ensavadurioù] e skuizh an nen tamm-ha-tamm, cheñch a ra an darempredoù gant an dud en-dro dezhañ, koulz hag ar mod en deus d'en em welet ha d'en em briziañ, ha diwar-neuze [diwar neuze] e vod da soñjal e[n e] amzer da zont.

2015
Référence : DISENT p61-62

Setu poell [abeg] ar pezh a veze anvet gwechall "kuzul al labourerien" pe soviet, koulz, ha poell [abeg] an emverañ evel-just.

2015
Référence : DISENT p58

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux