I.
1. Unanderenn krampouezh.
Distagañ, treiñ ur grampouezhenn gant ar spanell. Treiñ tu, cheñch tu d'ar grampouezhenn. Lakaat amanenn war ar grampouezhenn.
2. Trl. skeud.
Lardañ e grampouezhenn da ub. : kanañ meuleudi dezhañ (dirazañ dh.).
3. Trl.
Treiñ ar grampouezhenn, e grampouezhenn : dispakañ brav e gaoz.
E grampouezhenn a droas ken brav ma teuas a-benn da deuler ar strafuilh en o spered.
&
Lakaat ub. da dreiñ e grampouezhenn : e lakaat da gomz.
N'eus ket par d'ur porzhier da lakaat un den da dreiñ e grampouezhenn.
&
Distreiñ e grampouezhenn da ub. : respont dizamant d'un dagadenn, d'un taol flemm.
&
Cheñch tu d'e grampouezhenn : treiñ ar gaoz.
II.
Dre skeud.
1. Den diot.
Ur grampouezhenn flaerius na gompren netra.
2. Trl.
Krampouezhenn bardon : plac'h stipet betek re, a ya aes gant ar baotred.
3. Pemdez.
Beuzelenn.
Ur pikolad krampouezhenn zu, eus ar seurt a lez ar saout da gouezhañ war an hentoù.
III.
Tr. estl.
Mil krampouezhenn : termen a dalvez da verkañ an dihabaskted.
A ! Mil krampouezhenn ! Razh an dud zo ur seurt.