Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Unanderenn krampouezh. Distagañ, treiñ ur grampouezhenn gant ar spanell. Treiñ tu, cheñch tu d'ar grampouezhenn. Lakaat amanenn war ar grampouezhenn. 2. Trl. skeud. Lardañ e grampouezhenn da ub. : kanañ meuleudi dezhañ (dirazañ dh.). 3. Trl. Treiñ ar grampouezhenn, e grampouezhenn : dispakañ brav e gaoz. E grampouezhenn a droas ken brav ma teuas a-benn da deuler ar strafuilh en o spered. & Lakaat ub. da dreiñ e grampouezhenn : e lakaat da gomz. N'eus ket par d'ur porzhier da lakaat un den da dreiñ e grampouezhenn. & Distreiñ e grampouezhenn da ub. : respont dizamant d'un dagadenn, d'un taol flemm. & Cheñch tu d'e grampouezhenn : treiñ ar gaoz. II. Dre skeud. 1. Den diot. Ur grampouezhenn flaerius na gompren netra. 2. Trl. Krampouezhenn bardon : plac'h stipet betek re, a ya aes gant ar baotred. 3. Pemdez. Beuzelenn. Ur pikolad krampouezhenn zu, eus ar seurt a lez ar saout da gouezhañ war an hentoù. III. Tr. estl. Mil krampouezhenn : termen a dalvez da verkañ an dihabaskted. A ! Mil krampouezhenn ! Razh an dud zo ur seurt.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

krampouezhenn

1499
Daveenn : LVBCA p125 (craipe)

krampouezhenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg crespe

krepac'henn

1732
Daveenn : GReg pg crêpe (mets)

krapac'henn

1732
Daveenn : GReg pg crêpe (mets)

kemerit ar sklisenn, ha troit ar grampouezhenn

1850
Daveenn : GON.II pg sklisen

Satanaz, Satanaz a zo eno. Ar marichal a zo deuet en-dro, pladet dezhañ e figur evel ur grampouezhenn.

1944
Daveenn : ATST p.124

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial