I.
A.
1. Krog, krog-dilhad.
Tachoù, krapoù ha mudurunoù. Ur c'hrap sanket er voger da lakaat an traoù e-pign. Krapoù koad da lakaat an dilhad a-istribilh.
2. Ent strizh
Seurt eorig e furm d'ur c'hrog.
Gant krapoù e lakaas al lestr saoz hag e hini stag-ha-stag.
[1944] C’hwi a roeñvo ha me a furcho goueled ar stêr gant ar c’hrap.
HS. krapinell.
3. Kloched evit delc'her udb. en e blas.
B.
1. Dre skeud., pemdez
Dorn bras.
Hennezh a oa krog enno gant e grapoù.
DHS. kraban.
2. (en e furm vihanaat, hep ger-mell)
Al laer.
Dimp da hejañ an avaloù a-raok ma erruo krapig warno.
3. Trl.
Krap-e-doull : anv a vez graet eus ur bugel ha ne c'haller ket en em zizober dioutañ, a vez atav o klask kaout noilh.
7. Impl. da stn. (db. ar plant)
A grimp.
Gwrizioù-krap an iliav. Skourroùigoù ar roz-krap.
C. Pesketaerezh
Higenn-grap : higenn greñv implijet evit tapout pesked bras eus deun ar mor.
Evit ar sili-mor hag ar rae e raed gant higennoù-krap.
&
Linenn-grap : kordennig implijet evit tapout pesked bras eus deun ar mor.
Al linenn-grap a oa graet a-ratozh evit ar seurt pesketaerezh-se.
II.
1. (db. an uhelennoù)
Tor.
Krap ar menez. Liorzhoù ledet war grap ar runioù. Mein en he c'hrap ha mein en he c'hribenn.
2. Dre skeud.
Tra a denn ar furm anezhañ d'un dorgenn, pe d'an tor anezhi.
Reiñ ur skourjezad da ub. war grap e revr.
3. Impl. da anv hollek.
Perzh ur c'horreenn, un dachenn douar war sevel.
An hent zo krap gantañ. Amañ ez eus krap.
DHS. dinaou, diribin, naou.
III.
Tr. adv.
1. Krap-ha-krap : bourzh-ha-bourzh.
Kaout ur c'hrogad krap-ha-krap.
2. Ober (udb.) krip-ha-krap : nebeut amzer a-raok na vefe ket posupl ken.