Ar. hag adv.
I.
Ar.
A. (db. ar c'hrec'hioù serzh)
Lec'hiet war tor (udb.)
Eno ez eus un tamm douar a-grap an dosenn.
B. Tr. ar.
A-GRAP OUZH.
1. E-skourr ouzh (udb.).
Ur sac'h a-grap ouzh e skoaz.
2. (db. an traoù bev)
Stag ouzh (udb. pe ub.) war-bouez e zaouarn, e bavioù.
[1923] Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzhadenn a-dreuz da seizh koad an oadvezh, war da hent a-grap ouzh menez an devezh, war dour sioul keinvor an abardaez, ez troad war-du glann al Luc’h peurbad.
3. (db. ur savadur)
Lec'hiet war ziribin, pintet.
[1992] A-grap e oa tiez ar c'hêrioù-se ouzh ar c'herreg evel givri ouzh ar menez.
DHS. a-istribilh, e-pign.
HS. e-krap.
C. PEMDEZ.
Trl.
A-GRAP E REVR.
1. A-grap e revr ouzh ar c'hleuz : azezet war c'hleuz hep na c'hallfe e dreid tapout an douar.
&
Dre ast.
En e goazez.
Ne ra mann nemet a-grap e revr.
2. (db. ur savadur)
Lec'hiet war ziribin, pintet.
Ti ar re gozh a oa a-grap e revr war un dosennig koadek. Ar c'hastell a-grap e revr war ar c'hrec'h.
II.
Adv.
1. War e grabanoù.
Diskenn a raen a-grap gant ar c'hleuz.
2. Trl. skeud.
Bevañ a-grip hag a-grap : kaout poan o ren e vuhez.
Bevet o deus a-grip hag a-grap.
3. [1923] Stank-ha-stank.
[1923] D'ar Sul 22, un engroez diniver a garge straedoù Kemperle, a-grap diouzh ar stêr Elle betek an hent-houarn.
Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzhadenn a-dreuz da seizh koad an oadvezh, war da hent a-grap ouzh menez an devezh, war dour sioul keinvor an abardaez, ez troad war-du glann al Luc’h peurbad.
Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzadenn a-dreuz da seiz koad an oadvez, war da hent a-grap ouz menez an devez, war dour sioul keinvor an abardaez, ez trôad war-du glann al Luc’h peurbad (1).
1923
Référence :
SKET
p.121
D'ar Sul 22, un engroez diniver a garge straedoù Kemperle, a-grap diouzh ar stêr Elle betek an hent-houarn.
D'ar sul 22, eun engroez diniver a garge straedou Kemperle, a grap diouz ar stêr Elle betek an hent-houarn.
1944
Référence :
EURW.1
p.188
A-grap e oa tiez ar c'hêrioù-se ouzh ar c'herreg evel givri ouzh ar menez.