Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Ar. hag adv. I. Ar. A. (db. ar c'hrec'hioù serzh) Lec'hiet war tor (udb.) Eno ez eus un tamm douar a-grap an dosenn. B. Tr. ar. A-GRAP OUZH. 1. E-skourr ouzh (udb.). Ur sac'h a-grap ouzh e skoaz. 2. (db. an traoù bev) Stag ouzh (udb. pe ub.) war-bouez e zaouarn, e bavioù. [1923] Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzhadenn a-dreuz da seizh koad an oadvezh, war da hent a-grap ouzh menez an devezh, war dour sioul keinvor an abardaez, ez troad war-du glann al Luc’h peurbad. 3. (db. ur savadur) Lec'hiet war ziribin, pintet. [1992] A-grap e oa tiez ar c'hêrioù-se ouzh ar c'herreg evel givri ouzh ar menez. DHS. a-istribilh, e-pign. HS. e-krap. C. PEMDEZ. Trl. A-GRAP E REVR. 1. A-grap e revr ouzh ar c'hleuz : azezet war c'hleuz hep na c'hallfe e dreid tapout an douar. & Dre ast. En e goazez. Ne ra mann nemet a-grap e revr. 2. (db. ur savadur) Lec'hiet war ziribin, pintet. Ti ar re gozh a oa a-grap e revr war un dosennig koadek. Ar c'hastell a-grap e revr war ar c'hrec'h. II. Adv. 1. War e grabanoù. Diskenn a raen a-grap gant ar c'hleuz. 2. Trl. skeud. Bevañ a-grip hag a-grap : kaout poan o ren e vuhez. Bevet o deus a-grip hag a-grap. 3. [1923] Stank-ha-stank. [1923] D'ar Sul 22, un engroez diniver a garge straedoù Kemperle, a-grap diouzh ar stêr Elle betek an hent-houarn.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar baotred yaouank az pije c’hoantaet da vreudeur, da vibien, da geneiled er peoc’h hag en emgann, ez ergerzhadenn a-dreuz da seizh koad an oadvezh, war da hent a-grap ouzh menez an devezh, war dour sioul keinvor an abardaez, ez troad war-du glann al Luc’h peurbad.

1923
Daveenn : SKET p.121

D'ar Sul 22, un engroez diniver a garge straedoù Kemperle, a-grap diouzh ar stêr Elle betek an hent-houarn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

A-grap e oa tiez ar c'hêrioù-se ouzh ar c'herreg evel givri ouzh ar menez.

1992
Daveenn : EAZB p. 28

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial