1. Pres bras davit udb., kevezerezh.
Arigrap zo etrezo o welet pehini a vo da gentañ.
HS. helebini, heligentañ, kendamouez.
&
(impl. da anv unan) Un arigrap a oa eno !
&
Trl.
Bezañ arigrap, foar an arigrap war udb. : bezañ pres bras davit udb.
Evel ma vije bet arigrap war ar c'helien. Foar an arigrap a oa war an heiz.
HS. peilh, skrap.
2. Trl.
Stlepel, skeiñ udb. en arigrap : e stlepel d'an nec'h dirak meur a zen abalamour dezho da glask e dapout pa gouezho d'an traoñ.
Skeiñ kraoñ en arigrap d'ar vugale. Gortoz ur pezh moneiz bennak da vezañ stlapet en arigrap.
3. Trl.
Lakaat ul lec'h en arigrap, lakaat an arigrap war ul lec'h : gwastañ ul lec'h en ur zistrujañ traoù prl.
Kannati Belgia a voe lakaet en arigrap gant tolpadoù tud. An arigrap o doa lakaet war meur a gêriadenn.
HS. skrap.
4. Impl. da doar.
En diemglev, e dizurzh.
Ar bed zo arigrap.