Labourat zo pediñ Skuizh goude ho tervezh, goude palat, mediñ; Goude c'hweziñ, kaout riv evit gounit bara D'ho tad, d'ho mamm, d'ho kwreg, d'ar re all ne reont tra, A-raok mont da gousket, o vont en ho kwele, Da Zoue lavarit, tieg, eus a-greiz hoc'h ene : -Ma'm beus pec'het, Aotrou, war an douar digoret Diouzh va zal, e-doug an deiz, dour-c'hwez zo diveret. Evit va holl fazioù, kemerit va c'hwezenn.
War bord ar mor o doa c’hoazh marteze muioc’h a ijin an dud, eget en douar bras, evit gellout mont da gaout o beleien, da c’houlenn diganto kuzul evit en em dennañ dibec’h euz a-greiz kement-all a draoù fall, ha digas nerzh d’o eneoù evit harpañ ouc’h fallagriezh an droukspered, dislonket gant an ifern da zaoniñ an dud war an douar.
War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.
- Adios, Padrito ! » emezi, sev he mouezh, gant ur stou a gostez d'he fenn. Distreiñ a reas, a-greiz mont. - Ken arc'hoazh, va manac'hig !
Muiañ ma c'heller gwelout c'hoazh eo antilopenned dihunet trumm a-greiz o c'housk o skarañ kuit.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
a-greiz-holl