Pellgargañ ar gerioù kar a-greiz a-greiz-tout kalon kreiz kreiz
Evit ar pezh a selle ouzh martoloded an div skouadrenn, blejal a rejont e Cherbourg koulz ha biskoazh Hurraaaah !... Vive la Russiiiiiie ! … ha Vive la Frrrannnce ! ken na teue staon ha korzailhenn da vezañ ken kras hag oaled an ifern, rak bep tro ma c’hoarveze d’ar c’hwiled-mañ bezañ a-gevret n’eus forzh pelec’h, ha forzh pegeit amzer, a-greiz-kalon e roent da grediñ ne oa ket stag an eil bro ouzh eben gant ereoù plouz kerc’h.
Bale a ris eus an traoñ d'an nec'h war-lerc'h ur c'hozhiad, warnañ struj ha barv ur ribler tec'het evit ul lajad eus ar "maquis", hag a ziskouezas din gant aked an holl draoù, hag i dister a-wechoù, petra bennak ma komze diouto evel pa vije bet hini un teñzor dreistmeiz, ha d'ar c'houlz-se, va feiz, a-greiz-kalon e oan a-du gantañ.
Va c’harout dreist pep tra a rae ar c’hozhiad-se, hag e garout a raen ivez a greiz kalon [a-greiz-kalon].
Ne deo ket ma skrid, eta, un ober istorek, nemet hepken, avat, ur varzhoneg strafuilhus, o klask danevelliñ reuzeudigezh ene mab-den hag e strivoù d'en em zasprenañ. Er savet em eus, koulskoude, gant ar menoz e talvezo da ziduiñ ma c'henvroiz hag en embann a ran a-greiz-kalon hag evel ma lâr Tangi Malmanche, En enor da Zoue hag en enor d'am Bro.
an den yaouank a lavaras neuze goude ur pennad : "Sed a zesko din tevel. Mezh 'm eus da vezañ re hir va zeod. Gouestlomp ne raimp biken anv eus kement-se." "A-greiz-kalon", eme an noter.
Debriñ a ra al legumaj farset a-greiz-kalon ha ne eneb ket paz eo adservijet ganti.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
a-greiz-pep-kreiz