a galon
Ar werc'hez c'hlorius a welas He mab prizius el Lammgroaz, Pa varvas evidomp-ni-holl, D'hor miret nad aziemp da goll. Mamm santel, Feunteun a vuhez, Grit din-me, dre ho karantez, partisipañ en ho poanioù, En ho klac'har, en ho taeroù. Plijet ganeoc'h, me ho supli, Ma c'halon re yen alumiñ Da garet bepred va Doue, O plijout de[z]hañ bemnoz ha deiz.
ar galon
a greiz va c'haloun
a vir galon
a oll galon
eus va oll c'halon
Eus a greiz e galon
Eus a greiz ho calon
eus ho c'holl galon
coll calon
mignon ar galon
kalon
Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.
tud, c'hwi holl en em gar, Breizhiz eus a bep bro, en em garit bepred, na vezit ket hedro ! E liorzh ar bed poanius, boked ar garantez a vez, seul vui eo kozh, kaeroc'h-kaerañ bemdez. En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal. Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro ha kement zo enni : reier, brug ha derv, me zo gwelloc'h ganin gwelet an heol e Breizh, klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, ma ve ret din eno mougañ ar garantez a zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.
Lod a rae van da vont d’ar goueled, lod all a bigne war gern ar c’hoummoù-mor ; a-wechoù div vag, harp-ouc’h-harp, n’en em welent ket zoken, ha koulskoude ar c’han hag an diskan a yae a-unan pep hini d’e boent, rak a-galon e kane an holl, ha ker brav ez aent evel pa vijent bet o kanañ en iliz Sant-Jakez, e Perroz.
Per a garie e c’hoar, boazet e oa diouti, kalz anaoudegezh-vat en doa dezhi ; bihanaat a rae e galon pa soñje e rankje dispartiañ ; evelato, e feiz hag e relijion a voe kreñvoc’h eget e garantez hag e anaoudegezh-vat. Respont a reas dezhi : — Anna, c’hwi hepken a oar peger bras glac’har eo ganen ho kwelet o vont kuit ; evelato, e lavarin deoc’h : Ho polontez ha bolontez Doue ra vezo graet !
‘Barzh ar Groaz neve[z] na gavfet nemet ho prasañ mad : Alioù kristen evit lâret dac’h petra vo ar gwellañ d’ober ; keloioù deus pevar c’horn ar vro ; buhe[zi]o[ù] ha gwerzio[ù] ar Sent da sevel ho kalon war-zu Doue ; kuzulio[ù] ha kelenno[ù] war al labour-douar ; hag, evit diduañ an amzer, sonio[ù] ha marvailho[ù] deus ar re fentusa[ñ].
An aotrou kont, an deiz-se, a oa troet war e du mat : ul louarn en devoa lazhet en Koad-Tremedern, hag evit an aotrou, tapout ul louarn !… E louarn ! n’en dije ket bet roet anezhañ evit daou c’hant skoed… Troet eta war e du mat, c’hoarzhin a eure gwalc’h e galon o klevet Gargam o kontañ e neuñviadenn.
Da eo d’e galon sellet outi.
a galon
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
lamm ar galon
aet bihan e galon
kanañ gant kalon
yac'h e galon
kalon digor
kalon
gant kalon
digor e galon
E zaoulagad a strinke luc’hed, e benn a-dreñv a zislonke moged hag e gerniel, evel tourioù tan, a oa plantet beg unan anezho e kalon al loar.
Ankeniet e oa he c’halon.
Pelloc’h, e kouezhas an anken e kalon ar baotred, gourvezet er foz, dindan ar raden hir.
Teñzor Beg-ar-C’hraneg, evit displegañ ar wirionez penn-da-benn, n’eo bet gwelet gant den, mes an holl a oar, e Lotei, ez eus eno, kuzhet e kalon an douar, arc’hant gwenn hag aour melen e-leizh, peadra da « zic’hleañ » Bro-Chall e-keñver Bro-Saoz hag an Amerik.
Al logod, avat, dre ma oa treut an traoù en ti a oa tec’het war-du ul lec’h all. Toullet o doa a-raok mont kuit, foñs an armel ha foñs an daol, ha goude, moarvat, lemm o dent ha digor bras o c’halon, o doa kemeret hent Kervetouz.
Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz.
Gant mantr-kalon e lavaris kenavo d'am c'heneiled ar gambrad, tud uvel, labourerien-douar kalz anezho ; ar c'hleroner Huchet, an daboulinerien Glo hag Ulliag, ar soudard kentañ-klas Cocaud, a oa bet holl ken jentil em c'heñver, hag o doa c'hoazh, siwazh dezho, ur bloaz da dennañ, a-barzh distreiñ d'o c'heriadennoù un tu bennak war ar maez e Breizh-Uhel.
Da gaeraat he c'hened, an abardaez-se, n'he doa Palmira netra nemet teir jenoflenn ruz war he c'halon.
Kounnariñ en doa graet ar breur Arturo : - Breur Celestino, ur skouarnad ho po diganin, kentañ tro e touchot adarre ouzh va c'hostezoù ! N'oa ket evit gouzañv e vije flac'hotet. C'hoarzhet en doa ar breur Celestino a galon vat.
- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.
Daoust hag e oa anat war e dal ar c'hevrin a vleunie en e galon ? Pe ha gwelet e vije bet, diwar solier an ograoù, gant ur c'hloareg bennak ?...
A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. Un drugar a oa dezhañ an dour o tiflukañ, yen hag herrus - miz Mae n'oa ken - dre e gorzhenn [sic « gorzenn »] houarn, el laouer vaen, diouzh kalon an douar.
Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.
Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.
Ha gant e vouezh unton, diaskorn un disterañ, e tisvante saezhennoù lemm, evel,[sic] kement a rebec'h [sic, "rebech"] hag a c'hourdrouz, a yae da sankañ e kig e galon.
N’emañ ket en e ae[z]. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon.
Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...
Kousk-dihun eo ar breur Arturo en e wele strizh, en e logig, ul logell sec’h, fichet unan nemetken eus e speurennoù gwenn-razet gant un daolenn war baper eus ar C’halonoù Sakr.
Diframmañ a ray diouzh e galon an higenn zraenek, ha pa yafe an tamm ganti.
Hag en em gavout a rit dreist d'an Den Fur e-unan, pa rankit, da izelaat ho kalon, mont keit-all, en amzer dremenet, da glask abeg d'hec'h izelaat ?
- Ur servij a bouez bras am eus da c'houlenn diganit, Sezni. Va devezh diwezhañ eo diskenn en iliz. Bez [sic] ar vadelezh da vont, fenozh [sic, fenoz], em flas, d'ober un taol-skub d'an chantele, ha da ziboultrennañ an aoterioù ! - A wir galon vat ! Mont a rin, sur...
Ne glevez ket lammoù va c'halon ? Sant va c'halon o lammat !...
Ha pediñ a rin evidoc'h a wir galon.
Ma c'halon trubuilhet ha ma spered sammet / Ez on chomet mantret ha leun a zouetañs.
Ur wetur-sono a skigne muzik ha kanaouennoù da dommañ ar c'halonoù
Met an arc'hant bet lakaet a-gostez diwar ar pezh am boa gounezet e-pad ma oan bet e bro an okoume eo e c'hellis sevel an oberenn a zo chomet an tostañ d'am c'halon, hag a oa bet embannet hepken goude ar brezel pa oan aet en-dro da Afrika, dindan an ano Yezhadur Bras ar Brezhoneg.
Labourat en devoa graet gant poell ha kalon, e-unan e diabarzh ar vro, pell eus preder an dud; laouen e oa gant e vuhez nevez ha ne oa ket bet mac'het gant an natur.
Kuzhmuzat a reas komzoù hag a zlefe bezañ ur bedenn evit divskouarn an hini a glev luskoù hor c'halon.
neuze, o c'halon o lammat en o bruched, e tostajont d'al lec'h ma talc'he ar c'hammedoù da vont ha da zont, ha c'hoazh hag adarre, e sioulder an noz.
Hol luneller a yae bihan e galon, diwar lenn al levr-se, pa wele an doare ma oa gwasket ar werzennad, kurzhet pe drailhet houmañ, diouzh ment ur bajenn re strizh - evel pa vefe bet c'hoant krennañ hec'h awen.
Kalon o micher eo sevel a-du gant ar stourmerien, diskouez bezañ intereset gant o stourm, reiñ mel dezhe ha dizramaekaat an traoù kuit na vefec'h [deoc'h da vezañ] war evezh ha gallout rastellat titouroù neuze...
"Bec'h de'i, tudoù! Goude kregiñ ez eo echuiñ," emezon dezhe da reiñ kalon dezhe rak me ma-unan a wel an holl gempenn-se evel un aner.
Etre div galon e vez, poliser mat pe eeunek, ha ma lakaat a ra tu-pe-du, diouzh ma tegouezh.
Ar meuz a zo eus ar c'hwekañ hag a walc'hje ur galon digoroc'h eget ma hini.
Elena, rannet he c'halon etre ar garantez a vag, hogozik en desped dezhi hec'h-unan, e-keñver Paris hag ar c'heuz da vezañ kuitaet Sparta ha Menelaos
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kalonad