Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1927] Gant plijadur, a-c'hrad-vat. HS. a-rekin, a-youl-frank. ES. a-zrouk-kalon.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Kemer va gwir, te, ar gwir a zilezan a-galon-vat.

1850
Daveenn : GON.II p.106, Buez Ruth.

a-galon-vat

1850
Daveenn : GON.II pg kaloun (de bon cœur).

Daoulagad an Aotrou yaouank a steredennas : mont a reas da gaout e dad, kregiñ a reas en e zorn : — Ya, va zad, emezañ gant herder, ya, hen ober a rin, hag hen ober a-galon-vat.

1877
Daveenn : EKG.I. p.20

— Neuze ’ta ec’h en em lakaez a-galon-vat a-du ganen evit kas an Aotrou Poullaoueg da Vro-Saoz ? — Ha war-var a gement-se e c’hellez bezañ, te hag a anavez keid-all a zo ar Jaouen ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.215

Neuze, kerkoulz ha bremañ, aotrounez Kastell o doa bagoù bras a-walc’h evit mont da Vro-Saoz ; neuze, kerkoulz ha bremañ, e vije kavet, e-touez an noblañs evel e-touez ar goueriaded, martoloded kalonek a-walc’h evit ober a-galon-vat ar veaj, n’eus forzh peger risklus e oa.

1877
Daveenn : EKG.I. p.17

Saig, c’hwi a oar ervat penaos na guitain ho pag nemet gant hoc’h aotre roet a-galon-vat. Ha c’hwi a oar ivez, neketa, Saig, abalamour da betra.

1925
Daveenn : BILZ2 p.167

a-galon-vat

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (de bon coeur)

Lom a roas dezhañ ar roeñv a galon vat ["a-galon-vat"].

1944
Daveenn : ATST p.96

Ar voereb a c’hoarzhas a galon vat, ouzh o gwelout.

1944
Daveenn : ATST p.29

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial