Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Lodenn greiz udb. 1. Pezh a chom eus ar frouezh pe eus al legumaj ur wech tennet ar vouedenn anezho. Ne chome eus an aval nemet ar plusk hag ar galonenn a oa bet kavet re galet gant ar mouilc'hi. Ur galonenn saladenenn. DHS. treujenn. HS. kalon. 2. Kalonenn ur wezenn : an tamm kreiz anezhi a dalvez d'ober prenn. HS. derc'henn. 3. Darn gleuz korzenn ur c'hanol. 4. Skiantoù Lodenn greiz un dazgwrezer derc'hanel m'emañ an uraniom. B. Dre ast. 1. Lodenn dalvoudusañ udb. 2. (db. al lec'hioù, ar broioù) Kreiz. Lesneven eo kalonenn Bro-Leon. II. Traezenn dezhi stumm ur galon. Ur galonennig aour a vez ganti ouzh he gouzoug.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

kalonenn leue

1732
Daveenn : GReg pg fressure (Fressure de veau, le poumon, le foye, le cœur & les hampes de cet animal.)

kalonenn

1732
Daveenn : GReg pg amande

kalonenn

1732
Daveenn : GReg pg ame

kalonenn ur wezenn

1732
Daveenn : GReg pg coeur (d'un arbre)

kalonennoù gwez

1732
Daveenn : GReg pg coeur (d'un arbre)

ar galonenn

1732
Daveenn : GReg pg ame

kalonenn

1732
Daveenn : GReg pg (le milieu du) bois (le coeur du bois)

kalonenn ar c'hoad

1732
Daveenn : GReg pg (le milieu du) bois (le coeur du bois)

kalonenn

1732
Daveenn : GReg pg centre (le point du millieu d'un globe, ou, d'un cercle)

kalonenn

1850
Daveenn : GON.II pg kalounen (Le cœur, le milieu. Il se dit plus particulièrement en parlant du bois, d'un arbre).

kalonenn

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XVI, ame (d'un canon)

An eil elfenn, gall he doare, eo eizh peul bras lodenn eeun ar chantele hag a zegas da soñj eus re Chartres pe Reims, gant o c'halonenn greiz tev hag o feder c'holonenn gostez

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial