I.
V.k.e.
Reiñ nerzh-kalon da (ub.).
Ret eo kalonekaat an den yaouank-se. Kalonekaet e voe gant respont e vignon.
II.
V.g.
1. Dont da vezañ kalonek (I 1).
Kalonekait pe oc'h kollet...
2. Kalonekaat d'ober udb. : e ober gant muioc'h a galon.
ES. digalonekaat.
Ar re varv bepred bev a galoneka an oberour ma lakaio dre skrid istor e ouenn hag ar gelennadurezh a zeu dezhi a-berzh an doueed.
Ar re varo bepred beo a galoneka an oberour ma lakaio dre skrid istor e ouenn hag ar gelennadurez a zeu d’ezi a-berz an doueed.
1923
Daveenn :
SKET
p.77
Dre hunvre ha dre gourweled o deus en em ziskouezet din ; o mouezh am eus klevet ouzh va c’halonekaat ha tevel war va morc’hed : [...].
Dre hunvre ha dre gourweled o deus en em ziskouezet d’in ; o mouez am eus klevet ouz va c’halonekaat ha tevel war va morc’hed : [...].
1923
Daveenn :
SKET
p.81
Ober a rejomp ar veaj hir-se gant e-leizh a dud eus hon anaoudegezh, ar bagonioù a oa leun-kouch ha diskoñfortus ; pep hini a oa gantañ paneradoù boued hag evaj ; alies e chomed eurvezhioù er garioù ; mes ar feiz a galonekae an holl, hast warno da welout mirakloù Lourd.
Ober a rejomp ar veaj hir-se gant e-leiz a dud eus hon anaoudegez, ar bagoniou a oa leun kouch ha diskonfortus ; pephini a oa gantañ paneradou boued hag evaj ; alies e chomed eurveziou er gariou ; mes ar feiz a galonekae an holl, hast warno da welout miraklou Lourd.
1944
Daveenn :
EURW.1
p65
Notennoù studi
Lenn a reer e GON.II eo "kalonekaat" ar stumm graet gantañ er-maez eus Bro-Leon ha "kalounekaat" ar stumm eus Bro-Leon.