1. Kalon vihan.
Ho pet truez ouzh ma c'halonig paour.
2. [1732, 2012] Moranv tener a reer gantañ da c'hervel e vugale pe e vuiañ-karet.
Deus amañ, va c'halonig karet.
Daveenn :
GReg
pg (mon petit) coeur (termes de tendresse)
Unan eus an alc'houedered : / En ur vont da ganañ : « ne bec'hin mui sant Pêr ! » / Betek an heol hag ar stered, / En doa ankounac'haet e oa, war-dro 'n hanter, / Aet en-dro an nevez-amzer, / Hep reiñ d'e galonig dudi ar garantez.
Unan euz ann alc'houedered : / Enn eur vont da gana : « ne bec'hinn mui sant Per ! » / Betek ann heol hag ar stered, / En doa ankounac'heat e voa, war dro 'nn hanter, / Eat enn dro ann nevez amzer, / Hep rei d'he galounik dudi ar garantez.
1867
Daveenn :
MGK
p51
Pa veze Jan-Laou o kas he nadoz er c'hrezioù, e konte din « kontadennoù » 'lec'h ma veze kaoz eus ramzed, eus kornandoned, eus mab an heol ha merc'h al loar, eus roueed, rouanezed, priñsezed kaer gant blev melen, a lakae dija ma c'halonig da lammat evito.
Pa veze Jann-Laou o kas e nadoz er c'hreziou, e konte d'in « kontadennou » lec'h ma veze kaoz eus ramzed, eus kornandoned, eus Mab an Heol ha Merc'h al Loar, eus Roueed, Rouanezed, Prinsezed kaer gant bleo melen, a lakae dija ma c'halonig da lammat evito.
1944
Daveenn :
EURW.1
p19
Heth, va c'halonig karet... Deus amañ... N'anavezez ken da vammig?
2012
Daveenn :
ADULT
p. 203
Bez truez ouzhin, ouzh va c'halonig paour.
2012
Daveenn :
ADULT
p. 213
Notennoù studi
Termen implijet dreist-holl en unander, war-lerc'h pe dirak ur ger perc'hennañ prl.