V.g.
[1877, 1931] Koll kalon.
[1877] Ha n'eo ket gwir int aet dre bep seurt heñchoù, o deus graet an traoù fallakrañ, an traoù krisañ, paotred ar republik, evit lakaat ar Vretoned da fallgaloniñ ha da dreiñ kein d’an Aotrou Doue ?
Labourit hep paouez ha hep fallgaloniñ morse.
HS. digalonekaat.
ES. kalonekaat.
Ha n'eo ket gwir int aet dre bep seurt heñchoù, o deus graet an traoù fallakrañ, an traoù krisañ, paotred ar republik, evit lakaat ar Vretoned da fallgaloniñ ha da dreiñ kein d’an Aotrou Doue ?
Ha ne ket guir int eat dre bep seurt hentchou, o deuz great an traou fallakra, an traou krisa, paotred ar republik, evit lakaat ar Vretouned da fall-galouni ha da drei kein d’an Aoutrou Doue ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.168
Gouzout a rae he doa graet un torfed bras hervez paotred ar Republik, ha n’he doa nemet ar marv da c’hedal. Ne fallgalonas ket evit-se.
Gouzout a rea e doa great eun torfet braz hervez paotred ar Republik, ha n’e doa nemed ar maro da c’hedal. Ne falgalounaz ket evit-se.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.226
fallgaloniñ
fallgaloni
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXXIII (décourager, se décourager).
Tro am bez da fallgaloniñ / Rak ankouaat eo an diaesañ. / Met Hor Salver 'lâr pardoniñ / D'ar re 'noazo ouzh o nesañ.
Tro am bez da fallgaloni / Rak ankouaat eo an dïesa. / Met Hor Salver ' lar pardoni / D'ar re ' noazo ouz o nesa.
1960
Daveenn :
PETO
p31
Deoc'h arabat fallgaloniñ / Rak an Aotrou ' oar pardoniñ.
Deoc'h arabat fallgaloni / Rak an Aotrou ' oar pardoni.